Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/184

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
152
doctrin ar guir gristen.


An oll amzer a zo da Zoue : tuus est dies, et tua est nox [1] ; mæs ar zul a zo dezan e particulier, abalamour ma er goulen diganeomp : an deiz-ma a zo e guirionez deiz an Autrou souveren : dies dominica… Pep-tra-oll a zo da Zoue ; aour, arc’hant, madou ; mæstr eo da guement-so : ego Dominus ; cousgoude ne deus nemet certen traou consacret dezan, evel ma’z-eo ar vessel sacr, an ornamanchou : an oll blaçou a zo da Zoue, Domini est terra [2], cousgoude ez-eus certen plaçou consacret dezan e particulier, evel ma’z-eo an ilisou, ar chapelou, ar berejou hac ar plaçou-all benniguet : er memes tra, petra-bennac maz-eo an oll amzer da Zoue, ez-eus cousgoude certen deveziou pere a zo consacret dezan dreist ar re-all, non pas gant ar pap, na gant an esquibien, mæs ganthan e-unan ; an deiziou-ma eo ar zuliou santel. An Ilis o veza hor mam, a ell ive institui goueliou hac o lemel pa gar : hon obligea a ell d’o miret, evel ma c’hell ur roue obligea e zugidi da viret lezennou e rouantelez : rac-se ez-omp obliget da viret ar goueliou berz evel ar zuliou ; entent a dleer eta ar pez a lavarimp varlerc’h eus an eil couls hac eus eguile.

Ar zul a santifier dre’n œuvrou-mâd ha dre’r beden.

I. Ar zul a santifier dre’n œuvrou-mâd : ar c’henta hac an importanta eus an œuvrou-ma ordrenet deomp da zul ha da vouel, eo clevet an oferen, hervez gourc’hemen an Ilis : cleo devot ha pen-da-ben, bep sul, bep gouel an oferen, abalamour an oferen a zo an action zantel dre excellanç dre behini hor Zalver en em offr a nevez, evit

  1. [Ps. LXXIII, 16.]
  2. [Ps. XXIII, 1.]