Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/182

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
150
doctrin ar guir gristen.

maleüriou a rên dre’r bed [1]. Doue a roas ar memes tra da anaout da ur roue a Franç, hanvet Robert, epad ma pede gant cals a fervor, er guær a Orlean, evit peoc’h ha tranquilite e rouantelez. Ar roue Louis IX, da c’houzout eo, sant Louis, a gomprene manific ar virionez-ma, pa ordrenas toulla gant un ouarn-ruz teod an ini en devize blasphemet an hano santel a Zoue. Allas, hirio ar vlasphematourien a zeblant beva e peoc’h ; mas [sic] ar vrec’h eus a justiç Doue ne dê quet berreet ; tizet e vezint ; Doue a zo patiant, abalamour maz-eo eternel : patiens, quia æternus [2]. Abalamour d’an hano a Zoue, e vezo serret ouzomp pe digoret deomp dor ar barados ; eürus eta ar re o devezo, var an douar, enoret an hano santel-ma; ha maleürus ar re o devezo er blasphemet, hep beza graet pinigen !



VAR AN DREDE GOURC’HEMEN.


Memento ut diem sabbati sanctifices.
Ho pezilt sonch da zantifia an deiz a repos.

Doue, goude beza ordrenet deomp, en daou gourc’hemen quenta, an enor hac ar respet interior a dleomp da gaout evit e hano santel, a c’houlen ouzomp, en drede gourc’hemen, m’hon devezo sonch d’en enori ive exterioramant, o consacri d’e zervich ur certen amzer eus hor buez, abalamour hor c’horf a zo, couls hac hon ene, al labour eus e zaou[a]rn. An deiz, guechal consacret da Zoue, a oa hanvet ar sadorn, sabbatum, da lavaret eo, an deiz a repos, abalamour ma teuas Doue, goude beza crouet ar bed e c’huec’h

  1. [Jo. Chrys., Homil. in Ep. ad Rom. ; ha lec’hioù all.]
  2. [Aug., Enarr. in Ps. XCI, 7.]