Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/15

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ



PEDENNOU DEVOT
DA LAVARET EPAD AN OFEREN.
(Peden excellant da lavaret aroc an oferen. Imit. l.4. c.9.)
————
en ur vont d’an ilis.

Pa zit d’an ilis evit clêvet an oferen : it evel pa zafac’h d’ar C’halvar etouez mignonet Jesus. Ar re-ma a oa leun o c’halon a garantez evit hor mæstr, hac ho daoulagad, leun a zaëlou o consideri e dourmanchou cruel. Carit ive ho Zalver eus a greiz ho calon, ha detestit ho pec’hejou pere a so bet caus eus e souffrançou hac eus e varo.

pa antreit en ilis.

Antren a ran, ô va Doue, en ho templ santel : cetu aze an auter var behini ez it d’en em immoli evit va silvidiguez ! O va Jesus ! va c’harguit eus ho toujans hac eus ho carantez, evit m’hoc’h adorin evel ma’z-eo dleet !…

pa gommanç an oferen.

O va Doue, ar belec a zisquen e traoun an auter evit ober ur goëssion bublic eus e bec’hejou, evit goulen ho sicour hac en em recommandi da bedennou an azistantet ; mæs d’în-me eo, ô va Doue, d’în-me eo en em humilia, ha squei var va feultrin, abalamour me eo am eus pec’het ! En anzao a ran : ne vilitan quet chom en ho ty, etouez ho bugale, abalamour d’ar goal-heur am eus bet lies a vech d’hoc’h offanci dre va faut ; ia, va Doue, dre va faut ha dre va brassa faut !… Guerc’hes sacr, ebestel eürus sant Per ha sant Paul,