Pajenn:Marrec - Doctrin ar guir Gristen.djvu/101

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
69
quenta loden.

a greno hac a orgello betec e fin-fond, ar mor a zortio eus e blaç en ur ober un drouç quen estranch ma tizec’ho an dud divar o zreid gant ar spont : an heol a guzo e sclerigen, al loar a deuï da veza tênval, hac ar stered a gollo o guened : ar meneziou a fraillo hac an oll elemanchou a vezo distrujet : an tân a guezo eus an êe, hac a lacaï pep tra oll e poultr hac e ludu : Doue hepquen a vezo bras ha galloudus en deiz-se : Deus solus magnus in die illa [1]. Un æl a zono eus a bers Doue gant un drompil a behini ar zon squiltrus a roi da entent ar c’homzou-ma : savit, tud varo, deut d’ar varn. Oboissant d’an urz a Zoue, ar re varo a ressuscito-oll er memes instant, ar re just gant corfou caër ha brillant evel an heol, ar re fall gant corfou vil ha tênval evel ar fanq. Erruout a reont assamblez dirac tribunal ar barner, pehini a ordreno da un æl dispartia ar re vâd dious ar re fall, ha lacat ar re vâd er c’hostez deo hac ar re fall er c’hostez cleiz. O Doue, trista disparti ! eus a zaou bried, eus a zaou vreur, eus a ziou c’hoar pere o devezo labouret er memes parq, unan a vezo quemeret evit an êe, hac un-all miret evit an ifern : unus assumetur et alter relinquetur [2]. Jesus-Christ, o veza disquennet eus an êe var e drôn, a lavaro gant ur vouez terrubl d’an dud collet : pellaït diouzin, tud milliguet, iit d’an tân æternel, pehini a zo præparet deoc’h ha d’an drouc-sperejou [3]. O pebes setanç ! beza goloet eus a vallos un Doue evel eus a ur viscamant !… Rencout chom en un tân pehini ne varvo jamæs !… Beza etouez drouc-sperejou a bere ar fulor hac an arrach ne vihanaint biquen !… O va Doue, præservit ac’hanomp eus a ur seurt malheur!… Neuse hor Zalver o

  1. [Is. II, 11 : exaltabitur autem Dominus solus in die illa.]
  2. [Luc. XVII, 36.]
  3. [Matth. XXV, 41 : Discedite a me maledicti in ignem æternum, qui paratus est diabolo, et angelis ejus.]