Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/86

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
25 Guenver.
79
Conversion Sant Paul.


REFLEXION.

Amâ eo e teu ar vadelez a Zoue da driomphla eus a valiç calon an den, pa zeu da choas ur Persecutor eus e ilis evit ober anezàn un Abostol. Disquit dre guemen-mâ, pec’her, penaus ne dleit quet disesperi eus a vadelez hac eus ar visericord un Doue. Ne moc’h quet pelloc’h dious Doue eguet ma ze bet Sant Paul, ha Doue a ell, pa bligeo gantâ, ho cench, evel m’en deus e zenchet.

Admiromp an nerz hac ar buissanc eus ar c’hraç, pehini a ell en ur moument ober ur cenchamant quer caër ; mæs na esperomp quet e rei Doue ar cenchamant-se heb hor c’honsantamant : perac ar reuset-hu eta, pec’her ? Perac e resistet-hu d’ar vouez a Zoue, pa zeu d’ho quervel ? Peguen alies a veich n’en deus-èn quet criet deoc’h, dre ar vouez interior eus ho coustianç, ha dre mouez ar Bredicatoret : perac em persecutes-te ? Petra a vir ouzoc’h na livirit prest ha prount, evel Sant Paul : chetu me amâ, Salver, petra a blich gueneoc’h-hu a raen-me ? Iit goudese da gaout Ananii, da lavaret eo, ur C’hoessour mad ; discarguit ho coustianç, livirit dezâ ho poan hac hoc’h ambaras ; disquez a raï deoc’h, abers Doue, ar guir hent eus ar silvidiguez.



Ar c’huec’hvet-var-nuguent a viz Guenver.


SANT POLICARP, ESCOP HA MERZER.


————


Ar Sant-ma en devoe an eür vad d’en em antreteni gant cals eus ar re o devoa guelet Jesus-Christ var an douar, ha da veza instruet gant Sant Yan Evangelist. En ur scôl quer mad, gant an dispositionou excellant a speret hac a galon pere en devoa, e profitas meurbet.

Sant Yan, pehini a oa carguet eus a sourci an oll Ilisou eus an Asii, er sacras Escop eus a Smirn.