Ar Sanl-mâ, hervez ma ze rapportet gant sant Gre-gor, Pab, er pevarzecvet chabist eus e gonferancou, a oa ur paour pehini a chomme e harz dor ilis sant Clemens e Rom. Eno e receve an alusen digant an dud vad ha charitabl a antree pe a sortie eus an ilis. Ouspen c baourentez a oa c’hoas sesiet gant ur seizy estrainch, pehini e dévoe-èn Iequeet en ur stad na elle quet en em dreï e-unan, na memes sevel e zorn #d’e c’henou, en hevelep faacoun ma oa ret c basca evel da ur c’hrouadur. E creiz e boan hac e anquen continual ne oa oc-cupet nemet a Zoue; e veuli, hac e drugarecât a ree hep-cess dâ veza affliget en daill-ze. E vuez devot ha santel a rée da bep-unan en cm bressi d’e sicour ha d’e soulagei; maes Servül ne zalc’hc eus a guement a vize roel dezân nemét ar pez a oa necesser evit souten.e vuez hcpquen; distribui a ree an nemorant d’ar beaurien-all, na divoeret memes e-unan cals a draou pere o devize graet vad dezân en ur stad quen trist ha quen anqueuius. Seul ma teue c gorf da usa ha da scmplât gant ar c’hlènvet, e cresque e sourci da fortifia e ene dre ar beden, ha Doue a rejouisse e galon epad e oraesoun dre un aboundang a gpnsolationou celestiel; en he-velep fae^oun ma alle lavaret evel ar profet David : Seut vuy ez e bras ma anquen, seul vui ho consola-iionou, ô va Doue, o .deus rejouisset va ene. Eguis ne garé nemet Doue, en em blige quement o cleout prezeg anezan ma pede an dud vad, hac an dud sanlel a drcmene dirazân, da lavaret dezân ur propos mad bennâc, pe ur goms bennâc a Zoue. Pa edo prest da vervel, cn em gavas cals tud en Digitized by 25 Querzu. Sant Scrvii. 873 dro dezân, hac evel
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/839
Neuz