viz Querzu. SANT NARCISS, ESCOP. Sant Narciss en em rentas habil meurbet er squian-ciiou dre e speret lem, hac, evel m’en devoa ive ur galon pur ha douguet d’ar vertuz, e teuas da veza santeloc’h c’hoas egnct ne oa habil. O veza recevet an urzou sacr, e voa squêr hac exempl an dud a ilis. E speret humbl, e zougder e quêver an oll, e garantez evit ar beaurien, hac e zêl ardant evit sil-vidiguez an eneou a reas ma oue choaset evit Escop eus ar guaer a Jerusalem. Petra bennâc m’en devoa neuse pevar-uguent vloaz, e c’houarnc e bobl gant quement a fervor hac a gouraich evel pa visc bet e creiz e nerz, hac en em acquita a ree eus an oll deveriou ur Pastor mad ha santel. Ar sanlelcz eus e vuez na viras quet na zeuas tri den maleürus d’en em accusi e faus ur c’hrim bras, touet a rczont memes, ha losqua a rezont mallozou ar re horrupla varnezo o-unan ma ne oa quet guir ar pez a Iavarcnt : ar c’henla, o lavaret c fallc de-zân beza devet; an eil, c falle dezân beza goloet a lornez, hac an drede, a falle dezan beza dall. Ar Sant o pardounas a vir galon; souffr a reas heb en cm glem, ha gant ur batiantot admirabl, oc’h en cm relira secretamant en un deserz, c pelec’h e chomas eiz vloaz, heb ma oue moyen da ouzout pelec’h e oue en em retiret. Etretant Doue a bunissas an tri maleürus-ze; c’hoar-vezout a reas ganto ar inemes maleriou o devoa laus-quet varnezo o-unan dre o mallozou horrubl. An Autrou Douc a reas de aznaout erfin da Sant Narciss e llie distrei da Jerusalem evit quemer adarre ar sourci eus e bobl. Oboïssa a reas d’ar vouez-ze cus an eê, ha gouarn a eureu an ilis a Jcrusalem Digitized by 10 Quertu. Sant JVaaciss. 865
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/831
Neuz