Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Guenver.
69
Santes Aignes.

puissant avoalc’h eo evit va zifen, ha re e car purete e servicherien evit souffr e ve lamet digant-o un tènsor pehini a zeu digantân, ha pehini a gonserv e-unan.

Ar Gouarner, trec’het dre ar gouraich eus ur Verc’h quer yaouanc, a antreas e fulor, hac a reas e c’has d’ar plaç infam ; mæs, Doue pehini ne abandoun morse ar re a laca o fizianç ennân, a bermetas ma voe remerquet eo e c’hichen ur sclerigen gaër, pehini a spountas ar re a falle dezo e insulti.

Ministret an Idolou a vrudas etouez ar Bayanet e voa Aignes ur sorceres ; hac importuni a resont quement ar Barner, ma e c’hondaonas da veza devet e beo. Mæs an tan a respetas he c’horf, hac, evel an tri den yaouanc e forunez Babilon, e santas ur frescadurez douç e creiz ar flammou. Ar Barner obstinet bepret a ordrenas e zreuzi gant ar c’hleze.

Ar bourreau ne grede tostât out-y nemet en ur grena ; mæs Aignès er c’houraichas da executi an urz en devoa recevet : hastit, emezi, da distrugea ar c’horf-mâ pehini en deus bet ar malheur da bligeout da zaoulagad-all ouspen da re ma Fried divin, pehini hebquen am eus caret bepret. Hac, o sevel he daoulagad etrese an Eê : recevit, emezi, o va Salver, un Ene pehini e deus coustet quement deoc’h ha da behini hoc’h eus roet quement a vercou eus ho carantez. En ur aichui ar c’homsou-mâ, e recevas an taul eus ar maro, er bloaz 304, d’an oad a drizec vloaz.

REFLEXION.

Santes Aignes d’an oad a zaouzec vloaz a gonsacras da Jesus he c’halon hac e c’horf dre ar veu a chastete. O peguen din eo da veza caret ar pried o deus-hi choaset ! Peguer caer ef-èn ! Peguêr puissant ! Peguement a garantez n’en deus-èn quet evit-y ! En em roït all dezâ, hac e santot an effejou douç eus e garantez. O Jesus, pried divin hon Eneou, ma vec’h aznaveset gant an dud, e teufent d’ho caret, ha da zisprisout an oll guenet eus ar grouadurien, evit ho possedi c’hui hebquen.