An eizvet devez a viz Du. SANT GODEFROA, ESCOP. A» Sant-mâ a oa guinidic eus an escopti Soasson. E dad o veza e lequeet abred en ur gouent evit ober e instrui, e acquet hac e ziligeanc da siudia en ren-tas habil e ber-amser, hac, evei n’en devoe quen’in^ tanlion en e oll studiou nemet da acouisila squiant ar saent, e teuas ive da veza devot bras, nac un exêmpl a vertuz. E galon en em gave quen tenereet er fer-vor eus e oraesoun ma oa ret e teuzze e zaelou da voderi an ardor eus an tân divin gant pehini e oa anflammet. An tad superior o velet e fervor dreist-ordinal a reas dezan an habit a religius. An desir en devoa da imita Jesus-Christ a reas dezân eus an oad a bemzec vloae cundui ur vuez crucifiet; castyza a ree e gorf dre ar binigcn, ha mortifia e squianchou natural en hevelep faecoun na c’hoarveze morse ganian ober sell ebet dre guriosite, na lavaret coms ebet inutil. 0 veza bet carguet da servicha ar religiuset clân er greas bepret gant ur garahtoz admirabl; quen drant ha quer joaüs e oa en o c’hichcn, ha quer serviabl ma teuent da joaüssaat oc’h e velet. Ar c’harter a Soasson o veza afïliget dre ur sec’hor hac ur mcrvent bras, quen etouez an dud, quen etouez al loenet, an Esrop pehini a aznaye ez oa quemense ur buniiion a Zoue, en devoe recours d’ar sant-mâ, hac er pedas da zont da sicour e escopti pehini a edo en un desolalion ar vrassa. En em renla a eurcu hep dale, ha, goude beza pedet evit ar bobl afïliget-ze, e pignas er gador evit exhorli an oll da impiori misericord an Autrou Doue; queit ha ma ree d’e oditoret scuilla cals a zaelou e teuas glao gant quement a aboundanc ma rede an dour e poblec’h. Digitized by Liooole
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/745
Neuz