Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/734

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

maes alies ne aznavezomp quet anezi : ne allomp quet eta beza assurel e vemp en hent eus ar silvidï-guez nemet oc’h en em abandouni anlieramant d’ar fundu eus ar re pere a ell discleria deomp, ha pere or gouarn a berz Doue; dezo ha non pas deomp eo e lisquez Douc an hent a dleômp derc’hel, eus anezo eo en deus lavaret Jesus-Christ : Piou bennâc ho cheleo, am cheleo-me; ha piou benndc ho tispris, am dispris-me. O peguen eürus eo an den pehini a oboiss gant fide-lite a’e zirector! £ ma evel en ul lestr e pelec’h e all cousquet e repos, ha ne vanco quet da erruout er porz eus ar silvidiguez, abalamour ma eo Jesus-Christ e gundu; Maes an hini en em c’houarn dre e benn e-unan, dre e sanlimant propr, ne vanco quet da squeï ous ar garrec, ba d’en em goll maleürusa-mant. Oboissit eta, ene christen, d’ho tad spirituel, evel ma oboiss ur c’hrouadur bian d’e vam. Scrivet eo : Ma na zeuet da v.eza echis ur chrouadur ne an-ireot quel e rouantelez an eê. O va Doue, aznaout a ran va dallentez ha va igno-rang; quemeret a ran an nôs evit an deiz, an deva-ligen evit ar sclaerigen, an drouc evil ar mad, an errol hac ar gaou evit ar virionez; guelet a ran di-razon meur a hent, maes ne ouzon quet pehini a so merquel din gant ho providanc, hac a dle ma c’hun-dui d’an eê; ma avertissa a rit, dre ar fur Salomon, penaus ez eus hénchou pere a seblant mad, ha pere - gouscoude ha gundu d’ar maro. Penaus e âllin-me ela aznaout an hent mad? Ha piou en disquezo din nemet ar re hoc*h-eus roet din evit conducloret, ha da bere a ordrenit din oboissa? 7tfS Sant Cbarles Borroiiee. 4 "Du. Ar pevare devez a viz Du. SANT CHÂRLES BORROMEE, ARC’lIESCOP HA CARDINAL. An inclinalion gaer