lanl eo evidomp songeal penaus eo bet ar saent ar pez ma oump, ha penaus ellomp beza ar pez ma ïnt; consideromp o eürusdet e quement ha ma ze possubl deomp e c’hompren : rac sant Paul, pehini a oa bet ravisset befen eê, a zesq deomp penaus al lagad n’en deus quet guelet nac ar scouarn ne deus quet clevet., na calon an den ne deus quet comprenet ar pez en deus preparet Doue d’ar re pere er c’har; O palaes caer a Zoue, e pehini pep-tra a so douc ha netra c’huero, e pehini ar rôs a vezp hep draein, ar peôc’h hep bresel, hac ar vuez hep fin! O Jeru-salem celestiel, e pehini e canimp eternellamant ar c’hanticou caer eus a Sion! Piou a allo caout poan o labouraf, o-c’houzout ez oc’h ar recompan^ eus e labourou? Piou a reüso coumbati, o consideri ar gurunen aso preparet evintâ? An eil devez a viz Du. COMMEMOMÏION AN ENEOÜ FIDEL TREMENET, HANVET GOÜEl AN ANAOUN. AnüIs, goude beza etablisset un devez solennel evit celebri var an douar an triomphi eus an oll saènt an eê, e deus instituet ivez ur gouel üniversel evit ar memor bac ar soulageamant eus an erieoü santel, pere a sdufr er purgator. An ilis a bubli depc’h ar miritou hac ar gloar euS ar sperejou eiirus pere a rên er Jerusalem celestiel; hirio e sell a druez ous soufirancou an eñéou just pere a aichu da satisfia o fautou er prisoun eus ar justi^ divin. Dec’h e oa occupet an oll dud fidel eus ar bed oc’h implori, o c’houlen evito o-unan assistan^ hac intercession an oll saent, hirio e offront o fedennou, hac an oll Digitized by 2 011, gouel ’an axv0€n. 765
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/729
Neuz