w An navet devez a viz Here. SAIST DENIS, MERZER. Denis, en amser ma voa c’hoas payen, en em ren-tas quen habil er squiânchou humen, dre e speret lem bac excellant, ma viritas beza recevet e touez ar barne-rien guenta eus an Areopaich, da lavaret eo, eus ar Parlamant a Ateen. En deiz ma varvas Salver ar bed. Denis, o velet an voascadenn pe an devaligen extraor-dinal ha miraculus eus an heaul, a lavaras: ret eo e sou-fre Crouer ar bed, pe ret eo d’ar bed mancout souden. An Abostol SantPaul, o veza eet d’ar-Guaera Ateen evit prezeg an aviel, Denis a voe unan eus ar re guenta en em gonvertissas d’ar feiz; ha dre an an-trelienou particulier en devoe gant an abostol santel, en em rentas habil bras er squiant eus ar silvidiguez. Doue en donaesounas ivez eus ar gontemplation huel, evel ma er gueler sclaar dre al lcvriou admirabl en deus composet. Ar Sant-mâ en devoe ar gonsolation d’en em gaout e Jerusalem en amser ma varvas an Itron Varia, hervez er rapport abars unan eus e levriou. Sant Paul er sacras escop eus a Aleen, tri bloaz goude beza e gonvertisset d’ar feiz. O veza Escop e vevas bepret evel un abostol. E garantez evit Doue bac en andret e bobl a voa pur ha parfet; an desir en devoa da broculi silvidiguez an eneou a voa ar-dant ha couraichus. Evelse ivez en devoe ar gonso-latipn da velet un devotion hac ur fervor vras etouez ar grislenien a Alcen. Digitized by 43 7J4 Sant Dzni
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/680
Neuz