41 na elle quet divar neuse bete-fin e vuez songeal e myster ar bassion hep scuiila uu abondanc a zaèiou. ’N’en em gounlante quet da dremen an darnvuya" eus an deiz en oraesoun, sevel a ree c’hoas en nôs evit pidi Dpue, hac e castize e c’horf innocant dre mortificalionou dreist he oad. He dad, o veza en alyet da zimizi da un digentil hanveV Ülfont, e cunduas ur vuez quer santel er stad a briedelez, evel m’e devoa graet en he yaouanctis; instrui a reas santelamant he bugale, hac o boasas neubeud-a-ncubed,da bratica an ceuvrou a garantez; angagei a eureu ivez he fried da lavaret bemdez offic an Itron Varia, da goes ha da sacramanti bep guener. Ober a reas sevel un hospital evit an dud paourbac ar re glan, da bere n’en em gontante quet da fournissa quement tra a oa necesser evit o c’horf hac o ene, maes c’hoas e-unan a rente dezo an oll servichou eus a ur vales. He fried Ulfont, touichet dre he exempl, en em rentas religius eus a Urz Sant Bernard, hac e varvas souden goude evel ur Sant. Epad an tregont vloas ma varvas an intânves san-tel-mâ var e lerc’h, e praticas ar rusta pinigen; quemer a reas an habit a benitantes; ne devoa evit guele nemet ur pallen astennet var tri pe bevar planquen; yun a ree pevar devez er sizun, ha d’ar guener divar bara ha dour; sacramanti a ree lies gueich ar sizun, ha tremen un amser bras bemdez e harz treid ar Grucify. Mont a reas e peLerinaich da Jerusalem, e pelec’h e visitas ar placou santel eus hon redamtion, oc’h o arousi gant he daèiou. Founta a eureu e Vasteïn ur gouent leaneset da bere e roas ur reglen admirabl evit o c’hundui da ur vuez santel ha parfet. An urz-se a so bet hânvet a c’houdevez, Urz Sani Salver. Ar Santes-mâ e devoe en he buez revelationou bras; al levr e pehini ez int comprenet, a so bet examinet hac approuvet en ur c’honcil, ha cals a cneou-mad a guef ennân moyennou bras evit en eui sanctifia muy-oc’h-muy. Digitized by f 12 Samtes Birgit.
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/678
Neuz