707 gueich, e lavaras gant ur vouez horruploc’h: Condau-net oun dre ur jugeamant just a Zoue. Bruno pehini a velas hac a gievas un dra quen estla-mus a voe quer scoet ma prometas da Zoue d’en em retira en deserz evit tremen e vuez er rusta pinigen. C’huec’h eus e vignounet o veza deut d’e velet e lava-ras dezo: e petra songeomp-ni, emezân, en ur vouela, un den pehini en deus bevet evel ur c’hristen-mad, hervez a gredemp, a so daunet, piou a ell goudese beza en assuranc! O peguen terrubl é jugeamanchou an Autrou Doue! An den maro-ze n’en’ deus quet parlantet evintâ e-unan, evidomp eo en deus graet Doue ur burzud quen terrubl; evidoun-me, emezân, graet am eus sonch d’en em. retira er solitud evit ober pinigen. £ c’huec’h compaignon touichet, quen dre ar pez o devoa ive guelet o-unan, quen dre ar resolution eus a Vruno, a lavaras dezân ez oant prest d’en heulia en deserz. Monta rezont assambles da gaout Sant Hug, escop , eus a Grenobl, evit e bidi da rei dezo en e escopti ur plac bennâc, pell dious commerg ar bed, e pehini e alfent tremen o buez er binigen. An escop a lavaras dezo en devoa ur pla§ hânvet Chartreuz, maes ive penaus al lec’h-se a voa un deserz horrubl, leun a c’herrec, pehini a vihe goloet gant an aerc’h epad ar goân, hac e pelec’h ne chomme nemet loenet gouez. Sant Bruno pehini na c’houlenne quet guell, en em dennas dy gant e c’huec’h compaignon. Sevel a resont ur chapel vian en enor an Itron Varia, ha sei« lo-chic separet, unan evit pep hini anezo; hac imita a resont eno buez Sant Yan-Badezour en deserz. Evelse eo e coumancas urz santel an fadou char-treuzet, pere a gundue ur vuez mortifiet meurbet. Yun a reont bemdez, na zebrent morse a guic, memes er c’hlènvejou brassa; atau e viront ar silanc, ha mar d’é permetet dezo parlant ur veich pe ziou er sizun, ne gomsent nemet a Zoue hac a draou san-tel; bepret e tougont ur pourpoent reun; bemnôs e trenienent pedir-heur-amser en Ilis adalec dec-heur betcc div-heur goude anter-nôsen oraesoun hâc ocana Digitized by 708 Sant Brc
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/674
Neuz