hor c’hostez, ha d’e gaout epad hon oll buez evit conductor, pebes respet, pebes devotion, pebes fizianc na dlequet ins-pira deomp ar virionez douc ha consolant-mâ! Mar tleomp e respeti e peb-lec’h, penaus e cretemp-ni ober • dirazân ar pez na gretemp quet ober dirag un den! An AElet mad hor c’har evel o breudeur, eme Sant Augustin, hac o deus un desir ardant d’horguelet o ramplissa en Eè ar placou a bere an drouc aelet a so en em rentet indin. Recourorñp eta d’hon Eal mad, a lavar Sant Bernard, en hon tcmptationou, en oll pirillou, en oll adversitcou, en oll afferiou diez da gundui; imploromp e sicour e cjuement a antrepre-nomp. Beza ez eo ur mignoun fidel, ur c’honductor assur, ur protector puissant: rac petra hon be-ny aoun dindan un hevelep protector? Oboissomp ebquen dezan, chezlaoump gant docilite ar pez- a inspir deomp, ha bezomp fidel ha prount d’e bratica. Sùr oump da veza dindan protection Doue memes, queit ha ma chomimp dindan protection Doue memes, queit ha ma chomimp dindan protection hon Eal Gardien. REFLE XION. Goude an enor hac ar respet a dleomp da Zoue, goude ar fizianc a dleomp caout e mam Doue, evit piou e tleomp ni caout muy a respet, muy a fizianc, muy a zevotion, eguet evit hoñ Eal mad? Da biou, goude Doue, hon eus-ni muy a obligation? Digant piou e esperomp-ni muy a servichou mad ? Ne deus moumend ebet e pehini hon Eal Gardien na ra ur mad bennâc deomp; hac èn a dle beza devez ebet e pehini ne zisquezzemp dezâ hon aznaoudeguez-vad, dre hon respet ha dre hon devotion. Da neubeuta lavaromp dezân bemdez gant cals a respet hac a fi-zianc ar c’homsou-mâ a leveromp ebars an adoralion: Ha c’hui, ma Eal mâd, cannat Doue, Miret ma c’horf ha ma ene, Ma mirit eus an drouc-speret, Ha dreist pep-tra diuus pep pec’het. Digitized by Liooole 700 Sant Gerard. 5 Here. An trede devez a viz Here. SANÏ GERA
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/666
Neuz