Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/638

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

Guengolo. .Sant Elstmch. 671 Digitized by Liooole c’hommandant santel-mâ, goude beza gounezet ar victor var an ennemiet, a remercas e zaou vab pere dre chanc a voa en e arme; o veza sellet piz out-o e teuas d’o briata gant ur joa vras, en ur lavaret - dezO : Wa bugale, cctu-amd ho tad, adoromp ar bro-vidanc caraniezus a Zoue varnomp. Ar brud o veza eet dre ar vro penaus ar general Eustaich en devoa cavet dre ur ranconlr eürus e zaou vab dianquet abaoue queit amser, heb gallout cous-goude gpuzout pelec’h e medo o mam; c bried o veza clevet ar c’helou-se, ha zaleas quet da zont e- . unan evit aznaout ar virionez; Eustaich, touichet ha tenereet oc’h e guelet, a lavaras d’e zaou vab : Cetu-aze ho mam, hac oc’h e briata : cetu ho pried Eust taich, rentomp-oll gracou da Zoue. Dislrei a rezont da Rom, e pelec’h a réas an Ampalaer Adrien, succes-sor Trajan, o receo gant un triomphl hac ur re-jouissanc vras. An Ampalaer o veza ordrenet ober ur sacrific d’an doueou evit ar victor-ze, Eustaich n’en em gavas quet gant ar re-all: an Ampalaer a reas e c’hervcl; ar sant a zisclaerias e voa christen, ha penaus nc dlie rcnta gracou nemet d’ar guir Doue, da pehini hepouen e voa dleour eus arviclor. An tyrant ingrat ha cruel a reas. urz d’e lacât gant e bried hac e zaou vab, en ur gauter arem, dindau pehini e voe ellumet ua tân horrubl; en tourmant-ze e aichuont o buez dre ur verzerinty glorius, c’huec’h-uguent vloas goude donediguez hor Salver. . . R EFLEX10 JS. Ar gundu a zalc’h an autrou Doue var e saent a so admirabl; emproui a ra sant Eustaich dre ar brassa collou, ha dre ar re sansipla a oufer compren; maes renta a ra dézan e vugale hac e bried dre moyen-nou c’hoas admiraploc’h. O caera exempl d’cn em gonformi e pep-tra.da volontez Doue, ha da gaout epret ur fizian^ parfet ennân! Pa seblant peb-tra disesperet, pa seblant Doue ancouaat e servicherien, neuse eo c teu da veilla varnezo gant muy a vadelez. An unan - var-nuguent a viz Guengolo. SANT MAZE, ABOSTOL. Salvek ar bed evit disqu.es dcomp e voa deul is-picial evit savetei ar bec’herien, ha penaus ne deus eta condition ebet, a guement na ell esperout caout lod en e visericord, a bligeas gantâ choas evit unan eus e ebestel, un den pehini dre e stad a seblanle an indina eus ur faver quer bras. An den-ze a voe Maze, unan eus ar pubiicanet, da lavaret eo, eus a receourien ar guiriou a vize sa-vet var ar bobl, pere a dremene evit tud digoustian^ hac heb religion. •’ Hor Salver en ur dremen dre hara e dy, oc’h e velet asezet en e vureau, en em arrelas, hac a la-varas dczân : I a heulut. Biscoas ar c’hra§ na voe puissantor/h eguet en occasion-ze; ar goms-ze en touichas, hac a zcnchas e galon cn hevelep fae^oun 21 Guetigolo. Sant Maze. 673 ne valancas quet ur moumend da guilât e vadou bras ba pep-tra evit heulia Jesus Christ. Divar neuse ne guitâs biscoas e vaestr divin, hac e accompaignunecât a reas dre an oll quaeriou da bere e yee evit prezeg rouantelez an eê. Goude ascansion hor Salver, abars ma teuas an ebestel da guitât