Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/592

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Ar pab Gregor naovct, o cleout ar brud eus e ga-rantez dreist-vusul, hac eus e zêl ardant, er greas cardinal; an dinite vras-ze na reas quet dezan cench netra en e habit, en e baourentez, nac en e faecoun da -veva; en em retira a eureu en e gouent a Varce-lôn, ha ne bermetas quet memes e vihe meublet ur gambr evintân. O veza couezet clan er guaer a Gardôn, diou leo dious Barcelôn, hac o santout e voasse dezan, e cassas da glasq ar baelec pehini a dlie dont d’e sacramanti, maes eat e voa e lec h-all. Ar sant pehini a aznaye n’en devoa quet pell da veva, a savas e zaoulagad hac e zaouarn varzu an eê, en ur lavaret gant cals a zaéiou: Goude quen alies a c’hrac hoc’h eus accordet din, ô va Safoer ! na reiisit quet din er moumend diveza-mâ ,peguen indin bennâc ez oùn, ar gonsolation da receo ho corf adorabl hac ho coad precius. Ar fervor eus e beden hacefkianc a miritas dezâ ar c’hrag special da veza sacramantet gant un eal. Ar c’hont a Gardoon ha cals a re-all pere a oa presant, a velas er gambr ur sclaerigen gaér, pehini a badas un hanter-heur, ha remerqui a resont ur joa dreist ordinal var bisaich ar sant, pehini ne heanas da renta aclionou a c’hrag d’e Salver goude ur laver quer bras, eus a behini e publie e-unan an bll circonstancou, evit trugarecaat Doue anèzo-oll: ec’his-ze eo e rentas e ene da Zoue er bloaz 1240; d’an oad a c’huec’h vloaz ha tregont. Sevel a reas un disput var boes ar plac e pchini e vize enterret. Habitantet Cardôn e pelec’h e voa maro, a lavare ne zispegsent quet eus ur presant pehini o devoa recevet eus an ee; hac ar rehgiuset eus e urz a c’houlenne un tènsor pehini a apparchanle out-o. Accordi a resont ma vize lequeet ar c’horf santel en un archet var guein ur mùl, ha d’e anterri e slec’h ma teuze da arreti. Dre bremission Doue, ar mül goude beza ereat ur pennad-mad a hent, en em ar-retas e hars dor ar chapel, e pehini ar sant en deyoa recevet gracou quer bras en e yaouanctis. Eno è voe savct ur gouent cus e urz; hac eno e repos e relegou. Digitized by 626 Sant Hemon. 51 Euu