st. SANT REMON NONNAT. A b sant-mâ a zeuas er bed, goude maro e vam, dre voycn un troc’h a voe grêt en he c’hostez. Quen-trc ma coumancas caout an usaich a raesoun, o velet n’en devoa quet a vam var an douar e choasas an itron Varia evit e vam-guer, ha ne galve nemet dre an hano-ze. E zevotion ardant evit ar verc’hes sacr, a reas ma voe galvet ive crouadur Mari. Leoueet e voe er studi, hac e protite meurbet, maes e dad pe-hini a felle dezân e zerc’hel er bed, en tennas eus ar studi gant aoun n’cn em rent-se religius, pe den a ilis, hac er c’hassas var ar meas. Eno o tioual al loenet, en em lequee da obcr oraesoun; hac e cundue or-dinal e loenet da draouyen ur menez e pelec’h edo ur chapel, pehini a ree e oll joa. Ur re bennâc goal-intentionet-a raporlas d’e dad n’e songe Remon ne-med en e zevotionou, hac a lese e loenet en aban-doun; e dad o veza eet un deiz d’ar parc evit e amprou, avelasequichen al loenet ur pautric yaouanc caer meurbed; maes evel ne gave quet e vab, ez eas d’ar chapel: o veza e gavet en oraesoun, e c’hou-lennas diganlâ, piou voa ar paulric yaouanc-se da behini en devoa roet ar sourci eus e loenet: Remon pchini ne ouye quet ar miracl-mâ eus ar Brovidanc divin, ha ne ouye quet petra respont, a c’houlennas pardoun digant e dad eus e negligcanc; e dad oc’h aznaout neuse e voa un eâl, en em gavas touichet. Briata a reas e vab en ur voela gant joa, oc’h e exhorti da guntinui e zevotionou. Remon a goumangas a-neuse da bidi an itron Varia gant ur fervor vras da rei dezâ da aznaout ar stad a vuez e pehini e alze guella servicha Doue; ar verc’hes sacr a sezlaouas e beden, hac a lavaras dezan en ur vision, antren e urz redamlion ar gaptivet. Ne zaleas quel d’en em Digitized by 684 Sant Remon. 51
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/590
Neuz