Eaust. eus ur miser hac ur galamitc vras, goude beza roet quement en devoa, a reas guerza arc’hantiri an ilis evit maga e bobl. Ur pastor quer carantezus a voa re agreabl da Zouef pvit beva heb ur groas pe un affliction bennâc; ar Roue Alaric en exilas da Vourdei var un accusation faus. Ar Sant a soufras heb en em glem ha ganl joa an incommoditeou-hac ar boan eus e exil; maes af roue, o veza aznavezet e innocanc, a roas dezan al liberte da zistrei d’e escopti, e pelec’h a oue recevet gant ur joa vras ha publiq. Erfin, goude beza sclaereet an ilis dre e zoctrin, ha presidct e pevar c’honsil, a rentas e peoc’h e ene da Zoue, er bloaz 54a, oaget a bevarzecvet bloaz ha tri-uguent. REFLEX10N. An ilis a so un ty a oraesoun, hac hanvet eo ty an autrou Doue, evit teir raesoun; Da guenta, abala-mour ma ze choaset gant Doue evit beza eno particu-lieramant enoret; Dan eil, abalamour ma ze ar plac e pehini e goumuniq gant muy a aboundanc e gracou d’ar re o goulen gant guir devotion; D’an drede, abalamour ma edo Jesus-Christ presant realamant var an auter er sacramant adorabl. Ne deus plac ebet var an douar, a guement a ve quer santel, quen din eus hon respet, hac a dleomp memes quement da zougea evel un ilis. Cousgoude hon ilisou a so profanet gant cals a dud dre o inde-volion, dre o immodesti, ha dre an irreverancou a goumetont. Darn a anlren en ilis gant neubeutoc’h a respet evit na antreen en un ty a enor. Darn a zeu d’an ilis, guisquet en ur faecoun dishonnest. Lod en em arret da sellet en dro dezo : lod all en em laca da barlant, evel pa vent en ur plac profan. Ur vam a ga^gant-y bugaïevian, pere, ne reont nemet c’hoari pé ober trous, ober dezi e-unan col an oferen, ha distrei ar re-al dious o fedennou; evel-se eo ivez e voaser ar vugale a vianic da veza en ilis heb devotion, hac hcb respel. E guirionez, hac èn vé andurel, ne ?igitized by Goog 27 Kaust. Sant Cessb. 613 la
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/581
Neuz