Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/575

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

ve guene ho auélel o vervel, eguei na gollac’h hoc’h innocanc dre ur pcc’hei murvel epauen. Ar c’homsou-mâ a antreas quen doun en e galon ma ze rapportet penaus biscoas na goumetas pec’het marvel ebet. D’an oad a bemzec vloaz a lese an diverlissaman-chou ar re innocanta evit en em applica d’an orse-soun ha d’an exercicou a zevolion. Deut d’an oad a uguent vloaz n’en em bresante occasion ebet da renta ar justic, da soulagei ar bobl, da exerci ar garantez, na zeuzie d’e receo gant joa. An oll a oa soueset o velet ur Roue yaouanc ha quer Euissant o veva en e Balaes gant un devotion a vize et admirel en ur gouent ar guella reglet.,Leun a zisprigeanc evit arbed, e coumancas d’en em zisober eus.a bep manificanc. en e habijou; douguen a ree ur gouriz-reun , na pratiqua pinigennou-all rustoc’b. Peb bloaz d’ar guener-ar-groas en em rente er chapel santel e Paris, e pelec’h e conscrver un tam eus, a vir groas hor Saiver; eno gant e Habijou Royal, hac e gurunen var e benn, a expose e-unan ar groas da veneration ar bobl : goudese e benn disolo, hac edreit, noas 6 veza graet e beden var e zaoulin gant cals a zaelou, e teue da boquet d’argroas santel gant un humilite pchini a douiche calonou an oll. Oc’h en en acquita quer mad eus a oll deveriou ur c’hristcn devot ha parfet, na neglige netra eus a zeveriou e garg; ha rei a reas mercou eus e gou-raich hac eus e vaillantis. Mar boa bresel, mar boa ret coumbati, en em gave bepret e penn e arme pchini a goumande e-unan. Evèlse e voa quen istimet gant e soudardet, evel ma voa caret gant e bobl. An displigeadur en devoa o velet an douar sanlel e possession an Turquet, a reas dezâh dastum un arme vras ha puissant evit o chasseal ac’hano. O veza arruet en Egypt, e trec’has souden ar Sarazinet, hac e quemeras ar c’hrea quer eus ar vro; Maes ar c’hlèn-vejou o veza distruget an darn vuya eus e arme, e voe quemeret, ha graet.prisonnicr. En e gaptivite a veve e peoch evel pa vize bel en e Balaes, na pratica a ree e zevotionou hervez he guslum ; ar soumission Digitized by Liooole