Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/56

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13 Guenver.
49
Sant Honorat.

dud evit en em recommandi d’e bedennou, e humilite a reas dezâ clasq ur plaç-all pell dious an dud, evit gallout en em antreteni gant Doue hepquen.

Beza e voa er c’harter un Enesen hanvet Lerin, ul leo dious an douar, e pehini ne grede den, chom, abalamour ma voa carguet a Serpantet vinimus. Sant Honorat, leun a fizianç e vadelez a Zoue pehini en deus prometet e teuze e servicherien da guerzet var ar Serpantet heb receo drouc ebet, a gonsideras an Enesen-se evel ur plaç destinet dezâ gant Doue evit ober e zemeuranç. Antren a reas en-hi gant un Hermit Santel hanvet Caprees ; quer buan goudese e tisparissas ar Serpantet, hac an neubeut a so bet guelet eno a c’houdevez, n’o deus venim ebet.

Ar brud, eus e Santelez hac eus ar Miracl-se, a reas da gals a dud dont d’en em offr dezâ evit beva dindan e zirection. O velet an nombr eus e Zisquibien o crisqui bemdez, e reas sevel ur Gouent. Chetu ase penaus e voue fountet Couent Lerin, pehini e deus roet d’an Ilis ha, d’an Eê pemp Merzer ha cant, pevar Escop var-nuguent, ha dec Abad, pere a so aznavezet-oll evit Sænt.

Sant Honorat en devoa ur sourci bras da bourvei d’an oll ezomou, quen corporel quen spirituel, eus e Religiuset : pa o devoa ur boan-speret bennâc, n’o devoa nemet monet d’e ziscleria dezâ, hac, abars e quitaat, en em gavent oll consolet, couraichet ha leun a joa. Goude beza roet epad pemp bloaz ha tregont, exemplou bras a beb seurt vertuziou d’e vredeur, e voe choaset evit Arc’hescop eus a Arl. Ne ouffer quet lavaret ar c’heuz o devoa ar Religiuset d’o Abad santel, nac an hini en devoa-èn d’o c’huitaat.

O veza bet Sacret Escop, e veve er Guær a Arl evel m’en devoa bevet en e Gouent : pratica a ree ar memes mortificationou ; assiste a ree er C’hoeur, en oll Ofiçou divin, gant un devotion edifiant meurbet ; hac e lequeas un urz caer e peb lec’h dre e exempl, couls a dre he instructionou santel.

Goude beza gouarnet e Ilis, evel ur Pastor fidel epad tri bloaz, e couezas clan. En e glènvet ne heane