ar-nuguent a viz Gouere. santes anna. An ilis en c oGc, a lavar deomp penaus en deus grét Doue ur c’hra9 quer bras da santes Anna, ma e deus miritet beza mam d’ar vam benniguet eus e vab uniq. Mar d’eo quer glorius evit an itron Varia caout ur mab pehini a so Doue, a ne d’ê quet glorius meurbet evit santes Anna caout ur verc’h pehini a so mam da Zoue; hac evel ne.d’ê quet possubl da speret an den compren an excellanc. eus ar verc’hes sacr, e quement ha ma c deus ur mab hac a so Doue, ne ouffemp quet ive conceo parfetamant an excellanc a santes Anna, e quement na ma c deus ur verc’h hac a so mam da Zoue. Ar galite-mâ hepquen a so - dreist an oll meuleudioù a ouffemp rei dezi, Santes Anna a oa guinidic eus a Velleem. Remer-quet e voe enni a vianic ur furnez, ur vodesti hac un devotion quer bras ma velzfeur ervad penaus e devoa recevet cus an eê gragou special. He brassa joa a voa beva retiret; an darn-vuya eus hc amser a dre-mene en oraesoun; hac e oll studi oa da bligeout da Zoue. He c’herent oc’h e guelet en oad, en demezas da Joacin, ar sftntela den a oa en amser-ze. Joacin var ar menez, eme sant Epifaan, a offre hep-paouez c oraesonou hac e veuou da Zoue evit e bidi da ziga§ ar Messiaz, ha da hasta ar redemption , a Israel; hac Anna reliret en he zy, a ree da Zoue ur sacrifi^ continuel anezi e-unan, er fervôr eus he oraesoun. ÏNe sortie nemeur, macs quellies ma er gree, ez oa un exempl edifiant evit quement hini er guele. He modesti, he c’honversacion, an aer memes anezi a ree da bep-unau admira he verluz, hac a inspirc ur respet bras evit-y. 3a Digitized by 558 Santes Anna. ti&Gouer
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/504
Neuz