Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/498

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Apolliner. 551 Eürussoc’h ez eo bct da veza anduret cals a boaniou evit Jesus-Christ eguet da veza grêt en e hano cais a viraclou. Ne d’ê quet e viraclou, inaes e soufrancou eo, o deus proculet dezân ar gioar a behini a jouiss bremâ en Eé. Doue a ro an donaesoun a yiraclou d’e Saent, maes eyit servichout d’ar re-all eo, elec’h. ma servich ar soùfrancou evit profit hac avantaich an nep o andur. Concevomp eta un istim vras evit ar soufrancou, pa zint mercou assuroc’h eus ar santelcz, eguet ne d’é ar miraclou memes. Ar sant-mâ en deus perseveret er soufrancou, oc’h anduri ur verzerinti continuel epad nao bloaz var-nuguent. Tud so hac a soufr gant patiantet ur maread-amser, maes erfin e squisont hac e collont couraich; cousgoude evit beza coumancet mad, ma na berse-verômp, ne vezimp quet curunet. En em adressomp eta da Zoue en hor soufiancoù, en hQn afflictionou, en hor poaniou, quen a speret quen a. gorf; goulen-nomp diganlâ ar c’hra§ eus ar berseveranj, pehini a so un donaesoun eus e vadeiez. Doue a bermet alies e ve certen eneou mad poa-niet hac affliget epad o buez. Marteze ez oc’h-hu eus an nombr eürus-ze : en em offrit eta da Zoue evit soufr quement a boan a bligeo ganlân, ha queit ha ma pligeo gantân. Ar pevare-var-nuguent a viz Gouere. SANTES CHRISTINA, guerc’hes ha merzeres. Tbiomphi. ar santes-mâ a so seuï-yuy admiraploc’h ma e deus, d’an oad a zaouzec vioaz pe var-dro, anduret evit Jesus-Christ ar c’hruela tourmanchou, dre urz he zad propr. Digitized by L.ooole 532 Santes Christina. 24 Goucre. Chiïstina