ar sonch eus a Zoue, hac a oa bepret quen humbl ma voa evintâ ur boan vrâs an oll enoriou a vize ’ rentet dezan. Erfin, leun a miritoü, e rentas e ene eürus da Zou e Paris, er bloaz i66q, oaget a bemp bloaz ha pevar-uguent, RE F LE XIO N. Admiromp an effejoueus ar brovidang var ar Sant-mâ, ha consideromp peguement en em blich Doue oc’h huelaat ar re humbl ha carantezus. Vincant a Baul, mab da ul labourer paour, goude beza tre-menet e guenta amser o tivoal al loenet, a zeu da veza respelet hac enoret gant ar Roue hac ar brinGet, ha da miritout o fizianc. Pelra bennâc ma voa paour e-unan, cavet en deus ar voyen da soulagi gant larguentez ur bobl infinit.. Ouspen-ze diaes ve compren an nombr bras a eneou en deus gounezet da Zoue. i E garantez vras eo e deus tennet varnezân .que-ment a c^hra^ou. Caromp hon nessa eveldân, ha Doue hor c’hargo ivez eu« e c’hragou. Ar beaurien a so memprou Jesus-Christ : piou bennâc o c’haro, a vezo caret gant Doue. An uguentvet devez a viz Gouere. SÂNÏES MACHARIT, guerc’hes ha merzeres. Santes Mac’habit a voe ganet er guaer a Antioch :t emedo c’hoas en he c’havel pa gollas he Mam., He’ - dad, hanvet Edesius, unan a vinistret anïdolou, e -roas da ur vagueres pehini a voa chiïstenes, heb gouzont dezan. Arvaguéres-ze a brofitas eus an oc--casion a bresante dezi ar brovidanc da savetei ar c’hrouadur-ze. He instrui ervad a reas var an oïl- 3i Digitized by 522 Sa\tes IVUi/hahit. 20 Goueré guiriônez
Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/488
Neuz