den ebet nac e hano nac a be vro ez oa. N’en devoa quen studi nemet eus e silvidiguez, na quen antre-tien nemet gant Doue, dre un oraesoun continuel.
Superior ar religiuset eus an deserz^-ze en obligeas erfin da ziscleria e hano. An ampalaer Arcadius, o veza clevet penaus edo Arseen en dezerz Scete, a gassas un officer d’e gaout evit ober dezan ur presant caer. ,Ar Sant e reüsas; hac evit oll* respont a reas lavaret d’an Ampalaer e ped-ze Doue evintâ en e" solilud.
Ar soliter santel-mâ a guemere quement a sourci da viret ar burete hia oa evintâ ur boan vrasguelet dirazân merc’het pe graguez.
Un Itron o veza eat d’e gaout en e zezerz, ha coumancet da gounta dezân ar boan e doa bet en ur zont d’e hermitaich evit en ein recoumandi d’e be-dennou, ar Sant, heb sellet out-y, a respontas: gueü.ho pise grêl chotn en ho ty ha sourcial eus ho tyeguez, hac en ern retiras. An Itron, o velet penaus en em denne diout-y, a lavaras : prometit ain da ¦viana ho pezo sonch achanon en ho pedennou. Pidia ran Doue, emezâ, ma vezo effacet eus va speret ar memor ac’hanoc’h.
Petra bennâc ma care meurbet ar solitud, cous-goude é reccve gant carantez ar religiuset a zeue da c’houlen cusul digantâ, hac e comse out-o bepret en ur faecoun gracius.
Pa sante melconi pe un digout bennâc en e solitud, e lavare evit excita e fervor : Arseen, perac oc’h deut en deserz ? Ha n'e d’ê quet evit servicha Doue? Gra-èn'ta.
Erfin, uset dre e oad bras ha dre e binigennou, e rentas e ene da Zoue var-dro ar bloas 445.
REFLEXION.
Sant Arseen a guemeras ur sourci bras da guzet e speret caer, e squiant, e vortificatioriou hac e oll vértuziou. Pa rit un aclion vad bennâc cuzit-yous an dud; grit na vouyo quet memes ho torn cleiz ar pez a ra ho torn deou, peaulramant n’ho pezo re-