ar Prinç-ze d’en exila. Ar sant a vevas en e exil gant ur peoc’h hac ur gontantamant admirabi, en hevelep-laecoun ma alle lavaret evel an abostol bras-ze : Santout a ran ur joa dreist vusul e creiz ma afflictionou.
Goude maro an Ampalaer, ar prelad santel a zis-troas d’e escopti. An oll dud fidel en recevas gant ur joa vras meurbet, hac admira a reas e zourder, e batiantet hac e garanteze quènver e adversourien : rac, petra bennâc ma aznaye ervad ar re o-devoa grêt e gac en exil, cousgoude ne voe clevet biscoas oc’h e rebeich dezo nac oc’h ober an distera clem.
An Ampalaer nevez, hanvet Constanc, pehini a oa heretiq e-unan, na lesas quet pell amser an Escop santel e peoc’h. E gontrolia a reas quement ma voe contraign da guitaat ar vro. Neuse en em dennas da Bom, e pelerc’h ar Pap sant Jùl en recevas gant mercou bras a istim, hac e lacaat a eureu adarre en e escopti, dre e c’hredit hac e autorite. Constanc, incitet gant an heretiquet o veza coumancet a-nevez d’e berseculi, en em refùgias da Dessaloniq: cousgoude er bloaz varlerc’h, ar Prinç-ze a reas dezân al hberte da zistri d’e escopli ; rna3s e.exila a reas erün en ul lec’h e pehini an heretiquel a reas dezan so.ufr ur yerzerinli cruel, er bloaz 351.
Ar sant-mâ en deus soufret bete peyar exil, ha bepret ez oa counlant ha jpaiis. Consideromp ar bed-rnâ ecids al lec’h eus hon exil hac evel un traouyen a zaelou ; consideromp ouspen-ze penaus an afflictionou a so an hent royal pe an hent meur evit arruout en hor guir bro, hac en em gonsolirap facilamant er poaniou a erru gueneomp.