quet neubeutoc'h admirabl. Treuzet en deus un infinite a vroïou evit prezeg an aviel hac evit labourat da gonversion an eneou ; mont a eureu da Atheen, da Gorint, ha da Vacedoan ; alies eo en em gavet en danger eus e vuez, var vor ha var douar ; alies e bet prisoniet ha tretet ec’his ur c’hriminal ; ur veich, emezàn, oùn bet labeet, ha teir gueich oùn bet scourgezet ; persecutet eo bet gant ar yuzevien, persecutet co bet gant ar bayanet, hebquen consolation, en e labourou hac en e oll fatig, nemet an hini da c’hounit e peb-lec’h un nombr bras a eneou da Zoue.
Ne aller quet admira avoalc’h quement en deus grêt ha souffret an abostol bras-mâ ; ha gant quemense-oll e oa quen humbl ma lavare penaus e oa an distera eus an Ebestel, penaus ne voa quet din da veza hanvet abostol, ha penaus e oa ar brassa eus ar bec’herien. Quemense ivez a ree dezàn pratica mortificationou ha pinigennou rust : Castia a ràn, emezàn, va c’horf, gant aoun, goude beza prezeguet d’ar re-all, na ven va-unan collet ha reprouvet.
Erfin, sant Paul, an Abostol-mâ dre excellanç, a zeuas da Rom, evit consoli ha creaat ar gristenien epad persecution an tirant Neron ; eno e voe arretet ha condaounet da veza dibennet. Dre ar verzerinti-ze e curunas ar sant bras-mâ ur vuez quer glorius.
Madelez an Autrou Doue a so admirabl da veza roet quement a c’hraçou da sant Paul ; ha sant Paul a vilit beza meulet da veza bet quer fidel da brofita eus ar graçou en deus recevet, ha da veza grêt un usaich quer caer anezo evit gloar Doue ha gloar an Ilis santel. Na lesit quet ar c'hraç da veza inutil enoc’h, bezit fidel da heulia he inspiration, hac e produo ivez effejou bras ennoc’h.