Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/416

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19 viz Even.
449
Sant Gerves ha Sant Protes.

ment a vugale n’o deus cousgoude quen exempl, sioas dezo ! Pebes maleur ne de quet quemense evit ar vugale ? ha pebes maleur n’eff-èn quet evit an tadou ha mamou-ze !



An uguentvet devez a viz Even.


SANTES EDILTRUD, ROUANES HA GUERC’HES.
————

Ediltrud, merc’h da ur Prinç a Vro-Sauz, e devoa a vianic un inclination vras evit ar vertu gant pep seurt qualiteou mad. Biscoas martese ne voe guelet en ur verc’h yaouanc quement a speret hac a furnez gant quement a vodesti hac a zevotion. An dispris a ree eus a bligeadurezou, grandeuriou ha madou an douar, a zisqueze avoualc’h na ree istim ebet nemet a vadou an Eê.

Ar garantez ardant e devoa evit Jesus-Christ hac evit ar Verc’hes Sacr, Rouanes ar Guerc’heset, a inpiras dezi an desir da viret he virginite epad he buez ; couscoude Egfrid, Roue a Nortombry e Bro-Sauz, o veza grêt he goulen evit Pried, e roas he c’honsantamant dre oboissanç hepquen evit e c’herent. Mæs o santout crisqui ennï an desir da chom bepret guerc’hes, e devoe recours d’an Oræson, en ur bidi an Autrou Doue gant ur ferveur ac ur fizianç vras da inspira da Egfrid ar memes santimanchou evel m’en devoa inspiret dezi. He fizianç ne voe quet tromplet.

Ediltrud er guenta conversation e devoe gant ar Roue a zisclerias dezâ an inclination e devoa bet bepret da chom Guerc’hes. Coms a eure ountâ gant quement a onction ma teuas ar Roue, ravisset o velet he vertuz, ha touichet gant he c’homsou, da assanti beva assambles ec’his breur ha c’hoar.