Ar Sant-mâ, guinidic eus a Spaign, en amser ma oa c’hoas crouadur, a roas mercou eus ur furnez vras hac eus ar santelez da behini e tlie arruout ; rac d’an oad-ze e ouie ober exhortationou hac ec’his sarmoniou d’ar vugale-all, evit inspira dezo ar vertuz, evit o douguen da garet Doue ha d’e servicha ervad : ouspen-ze pa vele drouc pe un disantion bennâc savet etrezo , ne vanque quet d’o unani ha d’o renta mignounet.
Goude m’en devoa grêt e studi gant ur fervor vras, an Escop eus a Burgos pehini a ree cals a istim anezèn hac er c’hare meurbet, abalamour d’e vertuz, er greas Chalony. Mæs da benn ur maread-amser e quitaas ar c’harg enorabl-ze evit pellaat diouz ar bed, hac en em retiras en ur plaç devot, e pelec’h e celebre bemdez an Oferen bac e prezegue d’ar bobl gant cals a edification.
En ur c’hlènvet bras en devoe, e reas veu da gundui ur vuez penitantoc’h. Evit accomplissa e veu, goude beza roet da ur paour-quæz noas ar guella eus an daou habit en devoa, e zeas da ur gouent a urz sant Augustin : recevet e voe eno gant joa, ha souden e voe soueset an oll religiuset o velet e oboissanç, e humilite hac e fervor.
En an amser-ze e savas er guær a Salamanq ur revolt quer cruel ma en em laze an dud, ha ne vize guelet nemet ar goad o redec. Ar sant-mâ na espernas netra evit douçaat ar bobl-ze, quen dre e exhortationou publiq quen dre ar c’homsou mad a lavare dezo e parliculier ; ha dre ar voyen-ze e lequeas ar peoc’h. Endra ma oa bet padet ar revolt, un den maleürus o veza clasquet laza an den santel-mâ gant