Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/394

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 viz Even.
387
Sant Prim ha Sant Felicien.


An navet devez a viz Even.


SANT PRIM HA SANT FELICIEN, MERZERIEN.
————

An daou Sant-mâ a oa breudeur, ha guinidic eus a Rom. Goude ma voant bet convertisset d’ar Feiz, gant ar Pap Felix, e labourzont o-unan epad tregont vloaz gant zêl, ha gant frouez, da broculi d’ar re-all ar memes eur-vad. Mæs an amzer o veza deut ma tlient glorifia Doue dre o maro, e voent arretet dre urz an Ampalaer Dioclitien. Quentre ma o guelas an tirant-ze, e comsas out-o gant ur visaich colerus : songit, emezân, penaus ne deus evidoc’h nemet tourmanchou, hac ar re vrassa, mar manquit da vont var an heur da adori hon Doueou. Respont a resont e oant resolvet da rei o goad hac o buez evit ar Feiz.

Var ar respont-ze e ouent conduet d’ar prison, carguet a chadennou, hac e voe roet urz d’ar barner da ober dezo o froces. Un æl o c’honsolas en o frison, hac er memes moumend en em guefsont dilivriet dious o chadennou ; neuse e leversont : meulet ha benniguet ra viot, Tad a visericord, ha Doue a bep consolation, da veza pliget consoli ho servicherien, ha terri o chadennou, evel a resoc’h gueichal e faver Sant Per : pa hoc’h eus roet deomp ar memes graç, roït deomp ivez ar memes couraich hac ar memes constanç, en tourmanchou.

Ar barner, oc’h esperout dont æssoc’h a-se a benn anezo, pa visent separet an eil diouz eguile, a ordrenas digaç dirazâ Felicien e-unan ; mæs evel ne alle quet quen neubeut er fæçoun-ze e drec’hi, a reas e scourgeza gant crueldet ; ha goude beza græt e staga dre an treid ha dre e zivrec’h ouz ur post, e comsas a gostes ouz Sant Prim, da behini e lavaras : ho preur Felicien en deus oboisset da urz an Ampalaer, hac en deus recevet-e c’hraç, bezit quer fur hac èn, hac e recefot ivez oc’h hini ; Sant Prim a respontas :