Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/390

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 viz Even.
383
Sant Norbert.


REFLEXION.

Doue en em servichas eus un dra estlams, eus un taul gurun, evit ober da Norbert antren ennâ-e-unan, hac en em gonvertissas ; ha Norbert ha brofitas eus an avertissamant a roe Doue dezàn.

Peguement eus ar re memes pere a gundu, ur vuez mechant ha libertin a ve Sænt bras, ma carfent profita eus a gant accidant pere a c’hoarvez er bed, ha pere a so quer capabl d’o distaga dious ar bed, ha da ober dezo labourat evit o silvidiguez. Un accidant trist pehini a c’hoarve gueneomp pe a velomp oc’h arruout gant ar re-all, ur maro subit, ur ranversamant a fortun, ur c’hlènvet, un disgraç, un displigeadur a so ordinal, en dessin eus ar brovidanç divin, moyenou a gonversion evidomp. Eürus an nep a brofit eus an avertissamant a receo eus an Eê !



Ar seizvet devez a viz Even.


SANT CLAUDA, ARC’HESCOP.
————

Ar Sant-mâ, guinidic eus a Franch-Comte, en amser ma edo c’hoas yaouanc, en em blige meurbet o lenn Levriou devot, hac a guemeras au Aviel evit reglen eus e vuez. An oll a voa soueset oc’h e velet appliquet hebquen d’ar studi ha d’an exercicou a zevotion, heb aznaout memes c’hoariou ar vugale eus e goridition.

D’an oad a uguent vloaz ne ree ordinal nemet ur pred bemdez, hac e cundue ur vues quen mortifiet evel un hermit en deserz. Ec’his m’en devoa a hent-all ur vertuz hac ur milit dreist ordinal, e oue græt Chaloni e Besançon, ha goudese Arc’hescop eus ar memes Quaer. Ebars ar Garg-ze ne espernas netra evit en em acquitta eus an oll deveriou ur pastor mad. Instrui a ree e bobl gant un douçder hac ur garantez pehini a c’houneze calonou an oll ; labourat a ree da