bep mare actou a garantez : ha dre ar voyen-ze e oa bepret e galon unisset gant e Grouer.
Goude ma oa bet daou pe dri bloaz gant an tad-se, Doue en inspiras d’en em retira en un deserz rustoc’h : eno e vevas pell amser, quent ec’his un Æl eguet ec’his un den mortel.
An ampalaer Valens, pehini a oa heretiq, o veza en em lequeet da bersecuti ar gristenien bete caç en exil ar santela Esquibien eus o amser, ar Sant-mâ a sortias eus e solitud, ac en em rentas e Constantinopl evit sicour ar Gristenien ac o c’hreaat er Feiz. An ampalaer, o veza en amser-ze var ar poent da vont e-unan gant un arme vras da gombati ous ar Golet, pere a oa tud barbar ac a ravage e stadou, Isaac a lavaras dezâ gant ul liberte santel : da belec’h e pretantit-hu mont, Prinç ? Discleriet oc’h eus ar bresel da Zoue, hac e pretandit trec’hi a barbaret : n’ema quet Doue en tu gueneoc’h aba ma zouc’h en em revoltet en e enep : Doue eo en deus lequeet ar Gotet da rebelli ouzoc’h, dre ma oc’h eus chasseet eus o escoptiou ar pastoret santel, pere a laboure gant ur zel quen ardant evit e c’hloar ac evit gloar an ilis : ma ne brige quet ober attantion ous ar pez a lavaràn deoc’h abers Doue, e tiscleriàn deoc’h penaus ho pezo ar maleur d’en em goll gant oc’h arme. An ampalaer en ur zisprijout an avis mad a roe dezâ, a ordrenas e zerc’hel er prison bete e zistro eus ar bresel, hac a lavaras dezàn dre e goler : distrei a rin evit ober da lacaat d’ar maro evel ur fals profet. Ar Sant a voe prisonniet, ac an ampalaer a bartias evit e valeur ; car lazet e voe er gombat hac e arme a voe distruget.
Quentre ma teuas ar c’hêlou eus an arme, e voe roet e liberte dan Den santel, pehini a fallas dezâ distrei d’e hermitaich ; mæs an habitantet a Gonstantinopl er pedas da chom gant-o, ha sevel a resont evintâ un ty emeas a Guær. En ty-ze e continuas, en despet d’e oad bras, ar memes mortificationou evel ma en devoa pratiquet en desert, ac eno e varvas, var-dro ar bloaz 400.