nevezet. An exempl-mâ, pehini a ra admiration an dud hac an ælez, a gonfond hac a gondaoun hon desir direglet d’en em huelaat ha da bignat dreist ar re-all ebars ar bed. Condaouni a ra hon ambition, hon desirou væn eus an enoriou hac eus ar c’hranderiou ar bed.
r Sant-mâ a voe ganet e Provanç var dro ar bloaz
950. E dad, pehini a oa un den a vresel hac un
digentil honest bras, a yoe sourcius d’en lacaat da
zisqui en em servich eus an armou, ha sourciussoc’h
c’hoas d’er furmi d’ar vertuz, evit ober anezàn ur
c’hristen devot ha parfet.
O veza bet græt ive Officer, e conservas e innocanç epad an amser ma voe en arme, dre e fidelite da lacât e pratiq an instructionou hac an avisou fur en devoa bet digant e dad. En em acquita a ree gant enor eus e garg, hep ancounec’hât e zever a gristen. Pep-unan a admire e zevotion hac e vodesti, gant e gouraich hac e vaillantis.
O remercout penauz ez-oa ar respet humen ar peneaus eus a zireizamant an dud a arme, e quemeras ar resolution ferm da heulia e pep rancontr reglennou an Aviel, en despet d’ar pez a alze lavaret ar re libertin. Ur goms dishonest pe re libr, lavaret en e bresanç, a ree dezàn quitât ar gonversation hac ar gompaignunez. Ec’his ma oa prim ha prount dre natur, e labouras da voderi ha da mortifia e inclination : bep mintin e ree Oræsonn a galon epad un hanter-heur amser, ha bemdez e assiste en Offerenn, gant ur respet hac un devotion ravissant : urz vad a lequee etouez e soudardet, ha ne vanque quet da ober dezo rapari an distera dommaich o devihe græt.
Sicour a eureu e meur a occasion e garter. Ar sar-