gant ar memes zêl, ha gant ar memes frouez. Erfin, goude beza reüset meur a veich beza escop, goude beza scrivet meur a Levr devot ha santel, oaget a c’huec’h vloaz ha tri-uguent, ha consumet dre ar flam eus ar garantez divin, e rentas gant ur peoc’h bras e ene da Zoue, en ur prononç an hano douç a Jesus hac a Vari, er bloaz 1444, d’an derc’hent gouel an Asçansion, er memes amser ma cane ar religiuset an Antieen, eus ar Gousperou : Pater, Manifestavi etc., ar pez a sinifi e brezonec : Ma Zad, græt am eus aznaout hoc’h hano d’an dud ; mont a ràn bremâ davedoc’h.
1. An nep a so douç ha patiant a so e guirionez mæstr aneza e-unan, hac a c’hounez meur a victor.
2. Biscoas den n’en deus goulennet digant Doue ur c’hraç bennâc gant ur galon penitant hac humiliet na ve bet chezlaouet hac exaucet.
3. An oræsoun a so ur messager pehini a ya bete trôn an Autrou-Doue ; dre e importunite e teu d’e douich, ha da obteni ar pez a c’houlen.
4. Mar fell deoc’h caout ur garantez parfet evit Doue, rapportit d’e c’hloar quement a rit ; ha carit evit Doue, hac e Doue, quement a garit er bed.
5. Doue a goumand deomp e garet evel un tad leun a vadelez hac a visericord.
6. Ar peoc’h eus an ene a so un trôn, hac en trôn-ze e triomf Jesus-Christ gant ar re pere, goude beza trec’het an temptationou, o deus caet ar peoc’h.
Ar presanç Bernardin, c’hoas crouadur yaouanc, a zalc’he e gamaradet e respet ; ne gredent quet lavaret dirazàn coms ebet dishonest. Ha c’hui libertin, ar bresanç a Zoue na zeui quet d’hoc’h arreti !
Au distera coms re libr a ree d’ar Sant-mâ ruzia. Mar digouez gueneoc’h clevet ar seurt comsou-ze, ruziet, ha tavit : ho silanç a avertisso al libertin-ze eus