Chaloniet Regulier devot ha fervant meurbet. Goude maro an Escop a Eugubio, e oue choaset Sant Ubald en e blaç, en despet d’e humilite, pehini a reas dezàn ober e oll effort evit miret.
An Escop santel-mâ, o velet e labour cresquet, a grescas ive e austeriteou : beilla a ree hep-cess var an eneou a oa en e garg, en ur rei da bep-unan avisou mad ha carantezus : instrui a ree e bobl, ha prezeg a ree dre e exempl. O veza un devez reprenet ur mansoner eus ur faut a goumete, an den diræsoun-ze er bruntas hac en taulas etouez ar pry. An Escop ne reas quên nemet sevel hac en em retira d’e dy heb lavaret guer ebet : mæs ar re o devoa guelet an taul ne ouent quet quer moderet ; goulen a resont ma vize punisset un outraich quer bras. Non pas, eme ar Sant, me en em venjo mad va-unan ; hac, o veza cacet da guerc’hat an den-ze, er briatas gant carantez, en ur lavaret : pidi a ràn Doue d’ho pardouni. Un exempl quer caër a batiantet hac a zouçder, na gontribuas quet nebeut da rei dezàn ur gallout hac un autorite vras var speret ha calon e bobl.
Erfin, goude beza reglet an Ofiç divin dre e oll Escopti, ha græt e zelebri gant ar respet hac ar vajeste requis ; goude beza lamet ar goal guizou ancien ; goude beza inspiret d’an oll an devotion hac ar fervor, ez eas da jouissa eus a c’hloar ar re eürus ; er bloas 1160, oaget a c’huezec vloas ha tri-uguent.
Pep-unan a vouelas dezâ evel d’e dad, na regretet e oue gant ar Veleyen ha gant an oll bobl.
Ne faut nemet un den santel en ur Gommunaute hac en un tieguez evit convertissa dre e exempl ar re indevota ; mæs ret e dezàn evit quemense caout cals a zouçder ha cals a batiantet.