ze un Æl a beoc’h e peb-lec’h. Dre e brudanç ha dre e furnez e unanas an Duc a Savoa hac ar C’hont Sant-Gil, pere a oa var ar poent da gaout bresel etrezo, hac e tilivras evel-ze ar Savoa hac an Daufine eus ar maleriou pere a heul bepret ar vresel. Ober a reas ive ar peoc’h etre ar Roue a Franç Louis seizvet hac ar Roue a Vro-Sauz, pere a edo e bresel.
Erfin, oaget a drizec vloas ha triuguent, uset dre e labourou ha dre e vortificationou, e varvas evel ma varv ar Sænt, er bloaz 1175.
Ar Miraclou bras en devoa græt en e vuez, hac ar re a c’hoarveas var e Vez, a reas e discleria Sant, c’huezec vloaz goude e varo.
Un dra gaër ê, ha cals eo, beva e peoc’h hac en ur garantez parfet gant an oll, mæs ar re o deus gallout hac autorite a dle c’hoas labourat da unani ar re a so e division pe e dissantion.
Eil Reflexion. Ar Sant-mâ a zirvoere e voed evit e rei d’ar paour, hac a zivisque e zillat e creiz ar goân evit guisca ar beaurien. Ha reï a rit-hu da viana ar rest eus ho taul d’ar beaurien ? Rei a rit-hu dezo ar pez a illit da zivoeret eus ho tillat ?
Hervez an Tadou Santel eus an Ilis, ar pez a ell ar binvidien da zioueret, a so dleet d’ar beaurien : goude ma en deus ar pinvidic quemeret e necesser eus e dra, an nemorant a so d’ar paour.
r Sant-mâ, guinidic a Nazianz, a ree en e yaouanctis
un istim quer bras eus ar chastete ma viras epad
e vuez ur burete angeliq. En ur ober e studi er
Guær a Atheen, e reaz un aznaoudeguez hac un
amitie particulier gant Sant Basil ; ha goude beza en