Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/324

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7 Maë.
317
Sant Stanislas.

hac e yun ; ha goude bezâ lavaret an Oferen, ez eas var Bez an den maro : ordren a reas dezàn abers Doue sevel, ha dont d’e heul evit renta testeni da virionez. An den-ze ressuscitet a heulias an Escop betec ar Palæs, e pelec’h e mede eo em assemblet un nombr bras a dud, hac a lavaras gant ur vouez distinct : guerzet am eus va douar d’an Escop Stanislas, ha recevet am eus ar bêamant. Goude beza lavaret quemense e tistroas var e guiz d’e Vez, hac e teuas er memes stad ma edo quent.

Ar miracl-mâ, pehini a estonas meurbet an oll, a arretas neubeut-amser coler ar Roue a-enep ar Sant. Mæs ar Prelat santel, pehini na estime quet muy e vuez eguet e ene, o velet e continue ar Prinç maleürus en e zisurz, en excommunugas erfin. An Tirant-ze a guemeras ur goler quer bras ountâ ma antreas dre e fulor en Ilis ar sabren en e zorn, gant pehini e lazas an Escop santel ous an Auter, en amser ma offre ar sacrifiç divin.

Doue a zisclerias dre gals a Viraclou Santelez e Servicher fidel goude e varo, pehini a erruas er bloaz 1079.

REFLEXION.

Repren gant prudanç ha gant douçder ar re a ra drouc, a so un effet eus ar garantez a dleer caout evit e nessa. Hac e ober a rit-hu, ispicial e quènver ar re a so dindan ho carg, pe en ho servich ?

Eil Reflexion. Netra na dle spounta ur Ministr fidel, pa vez quistion eus a C’hloar Doue hac eus ar Religion. Gloar Doue a dle e douich muy eguel e vuez hac e fortun. Piou en devize soutenet ar Religion ma o devize crenet an Ebestel dirac an Tyrantet ?


————