deveriou e gard ; e zêl a oa ardant, mæs ive douç ha carantezus. Beza ez oa Pastor, beza ez oa Tad d’e bobl.
Ober a ree admiration an oll Breladet hac an oll dud fidel ; mæs an Heretiquet, pere o devoa conservet atau ur gassoni estranch out-àn, ne heanzont morse d’e bersecuti ; e accus a resont e faus meur a veich eus a draou ar re horrupla, hac e resont e gac en exil bete teir gueich. An avy hac an drouc o devoa oc’h e velet o tistrei bepret triomfant a reas dezo attenti var e vuez, en hevelep-fæçoun ma oue contraign d’en em guzet pell-amser en ur punç sec’h, e pelec’h ur mignon dezâ a gasse secretamant peadra evit souten e vuez. Ar Sant-mâ, epad ur bersecution-all, en em guzas er bez, e pehini edo enterret e dad, hac e chomas eno pevar miz. Seblantout a ra n’en deus permetet Doue ma ve bet an Doctor Santel-mâ exilet quen alies a veich, ha contraign d’en em guzet evel-se, nemet evit rei dezan muy a amser da renta servich d’an ilis, dre ar scridou caër a gomposas a enep an heresiou, hac er plaçou-ze e pere e oa cuzet.
Erfin, goude beza gouarnet ari Ilis a Alexandrii epad c’huec’h vloas ha daou-uguent, ha souffret persecutionou estranch, casi epad an oll amzer-ze, e varvas e peoc’h en e Escopti.
Done a bermet e ve persecutet e fidela servicherien, pe evit o funissa evit ur faut dister bennâc, pe evit o renta vigilentoc’h hac humploc’h, pe evit crisqui o C’hurunen, pe gant aoun n’en em gollent er brosperite. Doue a glasq bepret e quemense e c’hloar, hac ar mad cus hon eneou. Elec’h eta en em glem neuse e tleomp quent e drucarecaat.
En oll bersecutionou a erru gueneoc’h en em examinit hoc’h unan ; guelit ha c’hui hoc’h-eus commetet an drouc a rebeicher deoc’h. Mar douc’h coupabl souffrit an humiliation hac an dismegeanç-ze evel un dra hoc’h eus militet : elec’h en em facha evit ar rebeich e rêr deoc’h, bezit quen fachet eus ar faut hoc’h-eus græt. Mar doc’h innocant eus ar pez