Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/311

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
304
1 Maë.
Sant Yacob ha Sant Philip.

a brevet a dauliou mein gant ar Bayanet eus a Hieropolis, abalamour ma en devoa græt mervel ur Serpant pehini a adorent hac a considerent evel o Doue.

Sant Yacob a oue precipitet divar c’horre an Templ d’an traoun gant ar Scribet hac ar Farisianet, dre ar goler o devoa ountâ, dre’n abec ma velent e cresque bemdez dre e voyen an nombr eus ar Gristenien er Guær a Jerusalem. Ar Sant-mâ ne heanas bete ar moument diveza da bidi an Autrou-Doue da bardouni d’ar re a ree dezàn mervel.

REFLEXION.

Sant Yacob en ur vervel a bedas evit e vourrevien. Ene Cristen, imitet exempl an Abostol Santel-mâ, imitet exempl Jesus-Christ. Pa viot persecutet gant hoc’h adversourien, pa raïnt deoc’h coll ho madou, pa ruinit ho fortun, pa ho precipitint en un abym a viser, a gonfusiou hac a vez, mouguit neuse ar santimanchou a goler hac a vengeanç, pidit an Autrou Doue d’o fardoni, ha credit ferm e pardono ive deoc’h ho pec’hejou, penaus e savo a nevez ho fortun discaret, penaus e quemerot sourci ac’hanoc’h, ha penaus ho pezo un deiz ur plaç e touez ar Verzerien en Eê, evit beza souffret er bed-mâ ur Verzerinti a galon, dre garantez evit Jesus-Christ.

Eil Reflexion. Sant Philip a lavaras da Salver ar bed : grit deomp aznaout, disquezit deomp ho Tad Celestiel, ne c’houlennomp ha ne zesiromp quen, quemen-ze a suffis deomp, a so avoalc’h evidomp. Hac hennes ê ho tesir, ene Cristen ? Ha desirout a rit-hu aznaout Doue ? Perac eta e songit-hu quen neubeut ennàn ? Perac e squizet-hu quer buan en Oræsoun, e pelec’h en em zisquez Doue d’ar re er c’hlasq. Ha n’hoc’h eus-hu quen desir nemet da velet Doue ha d’e bossedi ?

Neubeut a dud so a guement a ell lavaret gant guirionez : Doue a suffis din, Doue so avoalc’h evidon. Goulen a rêr digant Doue madou temporel, yec’het, nerz, speret ; mæs piou a lavar gant an humbl Sant Angustin : ra zeuin, ô va Doue, d’hoc’h aznaout ha