Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/299

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
292
26 Ebreul.
Sant Marcellin.


Marcellin ne zaleas quet da gaout queuz ha glac’har eus e faut ; coumanç a reas da vouela, da hirvoudi, ha da glasq heb dale ar voyen da rapari ar goal exempl en devoa roet. Ober a reas evit quemen-se assambli ur c’honcil, e pehini en em bresantas gant un habit a benitant, en ur suplia gant cals a zaëlou an Tadou. eus ar C’honcil da obteni evintâ digant Doue ar pardoun eus e grim, ha da rei dezâ ur binigen herves e bec’het. An Isquibien, touichet dre ar stad humilius e pehini edo en em lequeet, a respontas dezâ : An Abostol Sant Pêr a gouesas ive en ur faut bras, hac a obtenas digant ar vadelez a Zoue ar pardoun eus e bec’het, dre e gontrition ha dre e zaëlou : esperout a dleit en devezo Doue evidoc’h ar memes truez hac ar memes misericord : nicun ac’hanomp na ell ho coundaoni, dre ma zoc’h ar Penn eus an Ilis, bezit hoc’h unan ho parner.

Ar Pab sautel ne zaleas quet goudese da vont da gaout an Ampalaer, da behini e lavaras : Avoui a ràn ez oun bet maleürus avoualc’h da zougea ho tourmanchou, hac em eus bet ar fragilite da offri ezenç d’an Drouc-speret ; mæs cetu me amâ prest da rapari va c’hrim, en ur scuilla va goad evit ar Feiz : seul-vuy e reot din souffr, seul-vuy e countantot en desir am eus da ober pinigen.

An tyrant o clevet quemense a guemeras, ur goler quer bras ma reas e zibenna var an heur. Evelse eo e raparas ar Pab hac ar Merzer santel-mâ e bec’het hac ar goal exempl en devoa roet.

REFLEXION.

Sant Marcellin, en ur souffr ar verzerinti, en deus raparet caër ar goall exempl en devoa roet. P’eur e roïm-ni quement a exemplou mad d’hon nessa evel ma hon eus roet dezàn a re fall ? Anes quemense hor c’honversion ne d’eo na parfet na guirion.

Eil Reflexion. Ar Pab bras-mâ en deus anzavet e bec’het dirag an oll dadou eus ur C’honcil. An nep en deus e galon touichet ha glac’haret da veza couezet