Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/296

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


Ar pempet-var-nuguent a viz Ebreul.


SANT MARC, AVIELER.


————


Sant Marc eus a Lignez a Tribu Levi en devoa ur zêl quen ardant evit ar Feiz ma er choasas Sant Pêr evit beza ar c’hompaignon eus e veaichou. Mont a eureu gant an Abostol bras-mâ da Rom, hac e sicour a eureu da blanta ar Feiz er Guær principal-ze eus ar Bed. Eno eo e scrivas Sant Marc an Histor eus an Aviel, evit rei d’ar Gristenien ar gonsolation d’e lenn alies, hac evit rei dezo ar voyen da gonservi da viquen an Doctrin santel a oa bet annoncet ha desquet dezo.

Sant Pêr er c’hassas goudeze da breseg en Egypt, e pelec’h e reas un nombr infinit a Gonversionou dre e instructionou ha dre e viraclou ; ha beza en devoe ar gonsolation da velet ar Bayanet-se o vrusuna o-unan o Doueou faus. Ac’hano ez eas d’an Thebaïd,