Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/283

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
278
18 Ebreul.
Santes Beuva.

eus o fassionou. Ar re dibauchet ha libertin na zisprigeont-y quet e goelet o c’halon ar c’hompaignunou eus o dizurzou ? Hac en-deon penaus e ouffe ar bligeadur nac ar joa ren en ur galon troublet gant ar remorsiou eus ar goustianç ?

Servich ar bed a so eta c’huero, ha servich Doue a so douç. Ar re a so e servich Doue o deus un assuranç hac evel un arres eus o silvidiguez eternel, pehini eo ar brassa eus an oll gonsolationou a eller da gaout er bed. E creiz o foaniou memes Doue a garg o ene eus a ur joa hac ur gountantamant quer bras ma int obliget da lavaret, evel Sant Frances Xavier ha cals a Sænt-all : Avoalc’h ê a gonsolation, o va Doue, avoalc’h ê. Mæs evit caout ar joa Spirituel-ze eo ret caout ar galon distag dious ar grouadurien ; ret ê pellât dious divertissamanchou ar bed ; ret ê en em briva dious ar gonsolationou sansuel, rac ar joa sansuel a voug an hini spirituel ; ret eo erfin songeal alies er madou pur hac eternel a brepar Doue d’e servicherien ha d’e servichereset fidel.



An naontecvet devez a viz Ebreul.


SANTES OPPORTUNA.


————


Opportuna, guinidic eus a Normandi, en devoa en he yaouanctis ur respet hac un devotion vras evit he Æl mad, pehini a apparisse dezi alies. Ar Verc’h santel-mâ o c’houzout e falle d’he c’herent e dimizi, en em strincas d’o zreit, hac o fedas da gounsanti ma en em rent-se Leanes. Goude beza obtenet o c’honge, en em retiras en ur Gouent, hac e voe recevet gant he breur Sant Godgran Escop eus a Seës.

O veza Leanes e voa quen devot, quer fervant ha quen exemplus ma teuas al Leaneset, goude maro an Abades, d’e c’hontraign casi, en despet dezi, da