Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/281

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
274
17 Ebreul.
Sant Anicet.


REFLEXION.

Sant Anicet a zesire a bell-Amser scuilla e goad evit Jesus-Christ, hac aichui a reas en effet e vuez dre ar Verzerinti, Ar c’haëra recompanç a ro Doue er bed-mâ, d’ar re o deus e servichet-mad eo rei dezo occasion da anduri cals evintâ, ha da rei memes o buez evit e c’hloar. Ha c’hui hoc’h eus biscoaz comprenet mad na græt reflexion var ar virionez-mâ ?

Ha disposet eo ho calon da souffr evit Doue ? Hennes eo cousgoude ur merq eus ar guir garantez. Dre an disposition eus ho calou var ar poent-mâ e illit guelet ar musul eus ho carantez, e illit aznaout ha c’hui hoc’h eus ur garantez vras, pe neubeut a garantez evit Doue.



An trivec’hvet devez a viz Ebreul.


SANTES BEUVA, GUERC’HES.


————


Ar Santes-mâ, Cares-taust d’ar Roue Dagober, a zeuas er bed var-dro ar bloaz c’huec’h cant. Remerqui a rezeur enni en he yaouanctis un inclination gaër evit ar vertuz, hac ispicial ur vodesti admirabl. Pligeadurezou ar bed a seblante dezi re væn ha re fragil evit o heulia. He brassa pligeadur oa ober Oræsoun, ha ne devoa quen dezir na quen ambition nemet d’en em rei ha d’en em gonsacri-oll da Zoue.

He Breur Sant Baudry, o velet he dispositionou santel, a reas sevel evit-i er Guær a Reims un ty hènvel ous ur Gouent, e pehini en em ranfermas ar Santes gant cals a Verc’het-all, pere a zesire evel-dy renonç da gommerç ar bed, evit servicha Doue heb quen. He exemplou caër a vertuz a excitas souden ar fervor er Gommunaute-ze : dre-ze an oll C’hoareset e choasas evit o Superiores ; mæs evel ma ouie ervad penaus ez eo avantaichussoc’h oboissa eguet