Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/263

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
256
9 Ebreul.
Santes Vautruud.


Ar baourentez, pehini e devoa choaset evit he fartaich, ne vire quet na assiste bepred ar beaurien : caout a ree meur a voyen diffamant evit o soulagi. O velet ez oa lequeet un den paour er prison evit e zle, e santas ur c’hoant bras d’e sicour ha da broculi dezan e liberte, en ur bea evintâ ; mæs n’e devoa nemet an hanter eus ar som. He bolontez vad a oue quen agreabl da Zoue ma crescas an arc’hant visiblamant etre he daouarn, en hevelep-fæçoun m’en em gavas avoalc’h evit peur-pea ha dilivria an den paour-ze a gaptivite.

Ar brud eus e vertuziou o veza eet pell, cals a verc’het devot a zeuas d’en em offr dezi evit beva didanni en he Solitud. He zy a voe souden cenchet en ur Gouent, ha guelet oue an oll Leaneset, dindan ur Vestres quer santel, o cundui ur vuez angeliq. Ar Gouent-se quen paour ha quer bihan en e C’houmançamant, a so bremâ ur c’habistr enorabl a Chalonieset.

Ar Santes-mâ a varvas er bloaz 686, etro an oad a dri-uguent vloaz. Doue a zisclerias he Santelez dre gals a viraclou, en e bueza goude he maro ; hac ar Guær a Mons e deus-hi quemeret evit he Fatrones.

REFLEXION.

Santes Vautruud, merc’h da zaou Sant, c’hoar da, ur Santes, pried da ur Sant, hac hi a elle mancout da veza Santes ? Peguer rar eo brema ar seurt familiou-se quer santel ! Evit ma alfe ar guerent communica ar vertuz d’o bugale, e tlefent o unan beza pinvidic e vertuziou. Eürus an tad, eürus ar vam pere a les un hevelep heritaich d’o bugale ! Eürus ar guerent pere en heur ar maro o deus ar gonsolation da veza instruet mad o bugale, da veza inspiret dezo dougeanç Doue, ha da lesel gant-o evit beritaich an exemplou mad a vertuz o deus roet dezo en o buez ! Ha ne lesent dezo quen heritaich, hac o lesent dibourve a oll vadou ar bed, e allont esperout gant fizianç penaus e vezo ar vugale-ze benniguet gant Doue ha penaus e pourveo anezo.