Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/258

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 Ebreul.
251
Sant Ayber.

ober an distera pinigen goude beza coumetet quen alies a bec’het ? Jesus-Christ en deus discleriet ez-eo stris hent an Eê, a ny a ell songeal e ve bet ledanneet evidomp-ni ?



Ar zeizvet devez a viz Ebreul.


BUEZ AN DEN EURUS HERMAN, RELIGIUS.


————


Ar Servicher fidel-mâ da Zoue ha d’ar Verc’hes Vari a oa guinidic eus an Allemaign. A vianic e voa ur c’hrouadur parfet, douç hac oboissant meurbet. Elec’h en em amusi gant ar c’houariou ordinal d’ar vugale eus e oad, en em retire en un Ilis dediet da Rouanez an Eê, e pelec’h e tremene en Oræsoun un amser vras eus an deiz. Eno, prosternet dirag Imaich Mam Doue, er c’hlever oc’h adressi e beden pe d’ar Vam, pe d’ar Mab, gant ar simplicite santel-ze pehini a ell Doue hebquen da inspira da un ene innoçant.

Devotion ar C’hrouadur-mâ a voe agreabl bras da Zoue ha d’ar Verc’hes Sacr, hac e voe evit-àn epad e oll vuez ur sourcen a c’hraçou hac a faveriou special. An Itron Varia a apparissas dezâ meur a veich, hac a reas dezan santout an effet eus he frotection en e oll ezomou, quen spirituel quen temporel.

E guerent, o veza tud paour, n’o devoa quet ar gommodite d’en derc’hel er scol ; mæs dre un effet eus ar Brovidanç e voe recevet en ur Gouent eus a Urz Sant Norbert, e pelec’h e eureu e studi hac e reas ur profit bras er squiànchou, hac ur profit brassoc’h c’hoas er vertuziou. Caret a ree quement ar vortificationou hac ar soufrançou na vize quet en em gaet countant ma vize bet ur moument heb souffr, abalamour, emezàn, amser ar vuez-mâ ne dle beza nemet un amser a binigen. Celebri a ree ar Sacrifiç eus an Oferen gant ur fervor dreist-ordinal : e pep Oferen, e vihe ravisset e speret, hac aviziou e chomme extasiet ur maread-amser.