Ar Sant-mâ en e glènvet diveza a reas e zouguen var bord e Vez, hac a sellas ountâ gant joa. Bevomp ervad, ha ne dougimp quet ar maro.
Na chasseit quet eus ho speret ar sonch eus ar maro, evel ur sonch importun pehini a zeu da droubli ho joausdet hac ho pligeadurezou ; quemense ne raë nemet abafi hoc’h ene evit un neubeut amser, ha ne virre quet na zeufe souden ar memes sonch pe un all bennâc d’ho droubli.
Un dra necesser eo en em brepari da vervel ervad. Mervel a illit er bloaz mâ, martese abars fin ar sizun, hac hiryo memes : caout a ellet ur maro subit ; ret eo eta songeal er maro ; un affer eo eus ar vrassa cousequanç, pehini na reot nemet ur veich hebquen, e pehini eo dangerus mancout, ha mar manquit ho faut a so irreparabl.
Liquit urz en ho coustianç ; en em liquit er stad e pehini e carrac’h beza caet en hoc’h heur diveza, hac e quefot douç ar sonch eus ar maro. Ar sonch-se, quer c’huero evit ar re a heul ar bed, a raï ho consolation en ho poaniou hac afflictionou. Ar sonch-se eus ho fin diveza a servicho ive meurbet evit ho tistrei dioc’h ar pec’het, hac evit hoc’h excita da bratica ar vertuziou.
r Sant-mâ a oa guinidic eus a Valanç e Rouantelez
Spaign. E vrassa pligeadur, en amser ma edo
c’hoaz bihan, oa en em antreteni gant ar vugale-all
eus a Zoue hac eus a draou devot ha santel.
D’an oad a drivec’h vloaz en em offras da Religiuset Sant Dominiq, pere, oc’h aznaout e vertuz, en recevas evel ur presant eus an Eê.