pec’het ; ha piou bennâc a gar an danger, en em gollo ennàn.
Peguer bras bennâc oa ar glac’har e devoa ar guir Benitantes-mâ, peguer parfet bennâc oa e c’hontrition, ne zaleas quet, goude he c’honversion, da renonç d’ar bed. En ur soctial eus an Ilis, e pelec’h e devoa recevet an absolven eus e fec’hejou, en em dennas en Deserz, evit pellaat dious an occasionou maleürus a gave er bed.
Netra ne d’ê couraichussoc’h eguet ur galon e guirionez convertisset.
r Sant-mâ a voe ganet e Constantinopl. Goude
maro e dad hac e vam, e oue lequeet dindan gouarnamant
ur Yontr, pehini a guemeras sourci bras d’en
instrui ervad er studi hac er vertuz. Petra bennâc ma
voa yaouanc, pinvidic hac eus ur famill distinguet,
e quitaas pep-tra evit mont en ur Gouent, e pehini
e heulias ur Reglen austerus meurbet. Pa c’houlennas
beza recevet etouez ar Religiuset, an Tad Superior
a fallas dezàn en disalya, en ur lavaret n’en devoa
quet nerz avoalc’h, evit souten ur vuez quer rust ;
mæs respont a eureu gant modesti : Ma ne doun
quet capabl, va Zad, eus a draou bras, prest ha disposet
oun da oboissa deoc’h e quement a ordrenot din :
ur volontez vad am eus, ha lacaat a ràn va fizianç
e graç Doue. Ur respont quer fur ha quer couraichus
a reas e receo. Biscoas ne voe guelet ur Religius
humploc’h evintâ, na fideloc’h da viret an oll Reglennou.
An Oræsoun hac ar studi eus ar Scritur Sacr a ree e oll
pligeadur ; ha destum a eureu en ul Lêvr an traou caëra
comprenet e Scridou an Tadou Santet eus an Ilis.
Goude beza prezeguet e Constantinopl, ha græt enno ur mad infinit, e voe græt Abad eus a Gouent Saccüt. Ar Gouent-se e devoa ezom eus ur Superior