Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/242

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
31 Meurs.
235
Sant Amedee.

hac an intànveset a oa atau raportet ar re guenta. An injustiç a vihe disoloet eno bepret, ha punisset ; hac an innoçanç a voa sur da veza difennet, sicouret ha proteget.

E garantez evit ar beaurien a oa quer bras ma seblante n’en devoa quen sourci nemet d’o soulagei, hac e bligeadur oa distribui e-unan dezo e alusennou. Ouspen an Hospitaliou en deus graet sevel e veler c’hoas e meur a ilis e Savoa hac e Piemon presànchou caër roet gantàn, pere a vezo en oll amser da zont ur merq eus e liberalite hac eus e zevotion.

E zevotion ne viras quet na roas mercou eus e gouraich hac e vaillantis pa voa attaquet gant adversouryen ar rouantelez ; ober a reas dezo santout penaus, evit beza Sant, ne vezer quet neubeutoc’h couraichus.

An Duc vertuzus-mâ a voe sujet epad e vuez da goueza e Drouc-Sant. Un infirmite quen humiliant na servichas nemet evit purifia e vertuz : e c’honsideri a ree evel ur c’hraç hac ur faver eus an Eê. Netra ne deo profitaploc’h d’ar re vras eguet an infirmiteou ; servichout a reont dezo evit trec’hi nerz ar goal inclinationou. An afflictionou, emezàn, en ur renta c’huero pligeadurezou ar bed, a ra deomp clasq ar bligeadurezou douç ha pur eus an Eê.

En e glènvet diveza, o veza græt guervel an Itron an Duches hac an Autrounez guenta eus e Bales, e lavaras dezo : recoumandi a ran deoc’h ar beaurien, exercit ar charite en o andret : rentit ar justiç hep respelit nicun, ha grit ma vezo servichet mad an Autrou Doue. Goude beza recevet ar Goumunion hac an Noën gant ar santimanchou-ze a zevotion gant pere e echu ar Sænt o buez, e varvas e Verceil, er bloas 1472, d’an oad a seiz vloaz ha tregont.

An isquibien pere a assistas en e anterramant, a grede quer parfet e jouisse dija e ene eus ar repos eternel en Eê, ma teuzont da zeliberi ha lavaret a resont an Oferenn an Anaoun. Arc’hescop Tarantes a lavaras an Oferenn a Requiem, evit en em gonformi d’an usaich eus an Ilis ; mæs Arc’hescop Turin a la-