Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/218

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
21 Meurs.
211
Sant Beneat.

an drez ha var ar spern ; ha Doue evit recompansi e fidelite a reas dezàn ar c’hraç ma voe delivret evit bepret eus ar seurt temptationou-ze. Resistomp gant couraich ous an demptation, hac e recevimp digant Doue un perz nevez pa graçou creoc’h. Resistit ous an drouc-speret, hac e tec’ho diouzoc’h. An adversour-ze eus ar silvidiguez, o velet e collo gueneoc’h elec’h gounit, a zeui d’ho tilesel.



An eil-var-nuguent devez a viz Meurs.


SANTES CATELL A SUEED, GUERC’HES.


————


Ar Santes-mâ, Princes eus a Sueed, ha merc’h da Ulson ha da Santes Brigitta, e devoa, adalec be yaouanctis un inclination vras d’ar vertuz ha cals a horroll ous quement a vless ar modesti hac ar burete.

Unan eus an Autronez vrassa eus a Sueed, hanvet Egard, o veza e goulennet, he zad he frometas dezàn. Ar Verc’h santel a represantas d’he zad an desir e devoa da chom bepret guerc’hes. Mæs o velet ne voa-èn quet countant, e consantas gantan, oc’h esperout e roze Doue dezi ar c’hraç da gonservi an tènsor precius eus he virginite.

En effet, en deiz ma eureugeas e comsas ous he friet gant quement a nerz eus ar pris hac af milit eus ar chastete ma teuzont d’en em obligea dre veu d’e mirét betec ar maro, ha da veva eguis daou Æl assambles.

Ur resolution quer couraichus a vilidas dezo graçou bras eus an Eê. Doue a scuillas en o c’halonou an douçder, ar joa celestiel-ze pehini a ra disprigeout pligeadurezou an douar, hac a rent lesen Doue douç hac æz da viret. Evel n’o devoa nemet ur memes speret, o c’halon na zesire nemet ar memes tra ; an eil a excite eguile dre e exempl da bratica añ Oræsoun, ar vortification hac an euvrou mad ; ha queit a ma chomzont assambles, e vefzont en ur garantez parfet.

Ar Santes-mâ a dremenas meur a vloaz e Rom gant he mam. Eno e implije gant-hi an darn-vuya eus an