Mont d’an endalc’had

Pajenn:Marigo - Buez ar Saent.djvu/209

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
202
18 Meurs.
Santes Eufrasii.

amâ gant al Leaneset santel-mâ. Ar Superiores a lavaras dezi : ret ê, va merc’h, monet d’ho ty, rac ne chom amâ nemet ar re so en em roet-oll hac en em gonsacret da Jesus-Christ. Ar c’hrouadur en em daulas neuse var he daoulin dirag ur Grucify a oa eno, en ur lavaret : c’hui eo va Doue ha va Salver ; en em gonsacri a ran deoc’h evit bepret, o va Jesus douc ha carantezus, ha ne sortin muy ac’hann. He Mam hac ar Superiores soueset ha touichet o velet he resolution quer couraichus, a voe contraign d’e lesel er Gouent.

Eufrasii a gunduas eno ur vuez fervant, humbl ha mortifiet meurbet. Ur vuez quen innocant na viras quet na zeuas an drouc-speret d’e attaqui dre demptationou rust ha fachus bras ; mæs ar fidelite pehini e devoa d’o disolei d’e Director na servichas quet neubeut evit e renta victorius. Un devez o santout un demptation horrubl, dre behini e voa troublet he imagination ha mantret he c’halon, ez eas d’en em strinca dirag ur Groas, o lavaret en ur grial : considerit, o va Salver, ar boan hac an tourmant an anduràn ; ho pezit truez ouz an indina eus ho servichereset, pehini n’e deus quen desir nemet da bligeout deoc’h, ha pehini, en despet d’an oll arraich eus an Ifern, ne heano biquen d’ho caret gant ar sicour eus ho craç. Doue e delivras eus an demptation, hac he Ene a jouissas a-neuse eus a peoc’h bras.

Oc’h en em santout clàn, d’an oad a dregont vloaz, e recevas souden he Sacramanchou diveza gant ur fervor nevez ; hac, en ur brononç an Hano douc a Jesus hac a Vary, e aichuas ur vuez quer santel dre ur maro precius, etro ar bloaz 410.

REFLEXION.

An demptation na espern quet an eneou santela er solitud hac er C’houènchou. Penaus e illit-hu cridi e teuio an drouc-speret d’hoc’h espern e creiz trous ar bed, e creiz ho tivertissamanchou, e creiz ar c’hompaignunezou dangerus ? Ar re pere en em blich en occasionou-ze ne chezlaouont quet mouez o c’hous-